Stagidigezh Savoia ouzh Bro-C'hall a c'hoarvezas e 1860 hervez feur-emglev Torino d'ar 24 a viz Meurzh. Gant Savoia e voe staget ivez kontelezh Nisa, a oa betek neuze e rouantelezh Sardigna.

Meur a wech e oa bet aloubet Savoia gant ar C'hallaoued a-raok 1860 : en 1536-1559 ; en 1600-1601 ; en 1689 ha 1703-1713 ; hag ivez gant ar Spagnoled e 1742-1749 ; hag adarre gant Bro-C'hall etre 1792 ha 1814).

Emglev kuzh

kemmañ
 
Camillo Benso, kont Cavour, en e zilhad ofisiel.

D'an 21 a viz Gouhere 1858 en em gavas an impalaer gall Napoleon III ha Camillo Benso, kont Cavour, prezidant kuzul co Rouantelezh Piemonte-Sardigna, e Plombières da gomz eus ar skoazell da reiñ da rouantelezh Italia en he stourm ouzh Impalaeriezh Aostria, en eskemm ouzh douaroù Savoia ha Nisa.

Hogen d'ar 7 a viz Gouere 1859, da-heul arsav-brezel Villafranca etre Bro-C'hall hag Aostria, e voe dilezet ar soñj gant Napoleon III, war a seblant.

 
Ar raktres da unaniñ hanternoz Savoia ouzh Suis.

Etre Eost 1859 ha Genver 1860 ne ouie den petra a oa da c'hoarvezout : tud zo e Savoia a save a-du gant Rouantelezh Piemonte, lod all a save a-du gant Bro-C'hall, tra ma oa re all c'hoazh, en hanternoz ar vro o vrudañ ar soñj d'en em stagañ ouzh Suis.

Feur-emglev ha poblvouezhiadeg

kemmañ

Al lidoù

kemmañ

Hanterkantvet bloaz ar stagidigezh e 1910

kemmañ
 
Plakenn-gounaat stagidigezh Savoia e Chambéry.