Stankted al lojeiz
Termenadur: Aozañ
Stankted al lojeiz a zo ar c'hementad a lojeiz a vo kavet war un dachenn. Se zo ur meizad hag a vez implijet e kêraozouriezh dreist-holl. Komzet e vez eus stankted a lojeiz dre devezh arat. Implijet e vez ar doare-se da gomz, evit gellout kaout ur mennoz eus puilhentez implij an tiriad gant an den. Un niver uhel a lojeiz dre devezh arat a dalvez ez eo puilh an doare implij an tiriad. Da skouer eo uheloc'h stankted al lojeiz e kêr eget war ar maezioù.
Skouerioù stankted al lojeiz: Aozañ
En Izelvroioù, dre ma z'eus un diouer a blas er vro, eo uhel ar stankted a lojeiz dre devezh arat. E kerter Borneo-Sporenburg e Amsterdam e vez tizet 100 lojeiz dre devez arat. Souezhusañ-tra pa ouezer ez eo tiez hinienel.