Stateira (pried Alesant Veur)
- Ur pennad Stateira zo ivez.
Stateira, pe Stateira II, anavezet marteze evel Barsine ivez, marvet e 323, a oa ur briñsez pers, merc'h henañ ar roue Darius III hag e bried Stateira. Brudet e oa he mamm da vezañ bravañ plac'h ar bed.
Hec'h anv
kemmañKaoz vras zo bet diwar-benn hec'h anv. En e zanevell eus Euredoù Susa ez eus meneg gant Arrian (war-dro 86 – goude 146), eus Barsine.
He buhez
kemmañPrizoniet
kemmañPa voet faezhet he zad en Emgann Issus, e voe tapet Stateira hag he c'hoarezed gant arme Alesant Veur. Brav a voe graet dezhe koulskoude gant an trec'hour.
En daou vloaz goude e veze Stateira hag he ziegezh o vont da-heul arme Alesant Veur. Mervel a reas he mamm etre 333 ha 331, ha ne chomas nemet he mamm-gozh Sisygambis da ober war he zro.
Meur a wech e klaskas Darius paeañ evit dieubiñ e diegezh met nac'h a reas Alesant daskor ar maouezed.
Darius a ginnigas neuze dorn e verc'h da Alesant, ha lezel gantañ an darn vrasañ eus an douaroù aloubet, evit echuiñ ar brezel hag ober ar peoc'h. Nac'h a reas roue Makedonia, peogwir e oa gantañ ar verc'h hag an douar, ha ma kare dimeziñ dezhi n'en doa ket ezhomm ken a aotre he zad.
Eured
kemmañDimeziñ a reas Alesant Veur dezhi e-pad euredoù Susa e 324. En deiz-se ivez e timezas Alesant d'he c'heniterv Parysatis, a oa merc'h d'ar roue kent, ... .
Pa varvas Alesant er bloaz goude, e 323, e voe lazhet Stateira gant e bried kentañ, Roxana: marteze e ouie Roxana, pe e krede, pe e oa bet roet dezhi da grediñ, e oa Stateira o vont da gaout ur bugel dalif evelti, hag e c'hallje hennezh kemer lec'h he mab evel pennhêr.
He marv
kemmañGoude marv Alesant e voe pedet Stateira hag he c'hoar gant Roxana da zont d'he zi. Eno e voent lazhet gant Roxana, skoazellet gant ar jeneral Pérdicas.
Poltredet
kemmañStateira a c'hallfe bout poltredet en ur murlivadur kavet e Pompeii. gwelout a reer ur brezelour en e noazh gant urgwisk ruz, e doare Makedonia, Alexander an hini e vije. A-gleiz dezhañ e weler ur vaouez kurunennet o terc'hel ur vazh-roue. Kaoz zo bet gant an istorourien da c'houzout piv e oa, pe Roxana pe Stateira[1].
Film
kemmañEr film Alexander gant Oliver Stone e 2004, e weler Stateira c'hoariet gant ar C'hallez Annelise Hesme.
Notennoù
kemmañ- ↑ Stewart (1993), p. 186.
Levrlennadur
kemmañ- Carney, Elizabeth Donnelly (2000), Women and Monarchy in Macedonia, Norman, OK: University of Oklahoma Press, ISBN 0-8061-3212-4
- O'Brien, John Maxwell (2001), Alexander the Great: The Invisible Enemy - A Biography, New York: Routledge, ISBN 0-415-10617-6
- Stewart, Andrew F. (1993), Faces of Power: Alexander's image and Hellenistic politics, Berkely, CA: University of California Press, ISBN 0-520-06851-3
- Tarn, W.W. (2002), Alexander the Great: Volume II Sources and Studies, Cambridge University Press, ISBN 0-521-22585-X, embannadur kentañ e 1948 gant Cambridge University Press.