Stad ar Prezidoù (pe Estado de los Reales Presidios e spagnoleg, pe Stato dei Reali Presidi en italianeg), a oa bet krouet gant roue Spagn Felipe II, a oa un dachennadig eus Italia savet diwar kemer douaroù digant Republik Siena goude ma oa bet enteuzet e Dugelezh Firenze en 1557, hag a oa a bouez evit kempouez an armeoù.

Stad ar Prezidoù

An anv

kemmañ

Dont a ra an anv eus ar prezidoù — lochennoù-ged savet gant ar Spagnoled war un aod (eus ar ger latin : preasidium ; en spagnoleg : presidio, en italianeg : presidi, el liester). Anvet e oa ivez Prezidoù Toskana (en spagnoleg : Presidios de Toscana ; en italianeg : Presidi di Toscana). A-c'haoliad e oa tachenn ar stad war an div broviñs a-vremañ, Grosseto ha Livorno. Enni e oa ledenez Argentario| en Toskana hag Orbetello, Porto Ercole ha Porto Santo Stefano gant Ansedonia ha Talamone, ha goude Porto Longone (hiziv Porto Azzurro) war Enez Elba, a oa da aotrouniezh ha goude priñselezh Piombino. Goude-se e voe perc'hennet gant rouantelezh Naplez betek 1800. Goude ma ne oa ket gwall vras e c'hallas ar renerien anezhi pouezañ war politikerezh ar stadoù amezek hag Kreizitalia penn-da-benn.

Istor ar stad

kemmañ

Krouet e voe gant feur-emglev Londrez (1557) , d'an 29 a viz Mae 1557, entre roue Spagn Felipe II, hag aotrou Piombino, Giacomo VI Appiano, kadarnaet gant feur-emglev Firenze (1557) an 3 a viz Gouhere er memes bloaz, entre an impalaer santel Karl V, ha dug Firenze, Cosimo Iañ, eus an Tiegezh Medici.

Padout a reas betek 1801, ha peder rann zo en hec'h istor :

Da get ez eas neuze rak ne voe ket adsavet goude diskar Napoleon hag e-barzhet e voe e Dugelezh-veur Toskana.

Gouarnerezh

kemmañ
 
Palez ar Governanti, ti ar c'houarnerien spagnol, e Porto Ercole.

Biskoazh n'eo bet ar Stato dei Presidii ur stad dizalc'h: na tiegezh-ren, na kannaded dezhi hec'h-unan. Peurvuiañ ne veze nemet ur stagadenn da rouantelezh Naplez (pe da unan all). Pevar presidio a oa:

  • Orbetello an hini pouezusañ
  • Talamone, ennañ Collecchio, Banditella, Saline
  • Porto Ercole
  • Porto Longone, krouet e 1603, war aod reter enez Elba.

Ne voe rener-stad ebet, met gouarnerien kaset gant stadoù pell. Ar re-se ne voent nemet ofiserien a renk etre, ha ne vezent prederiet nemet gant derc'hel ar c'hreñvlec'hioù e ratre.

Galloud Naplez

kemmañ

Marevezh pouezusañ istor ar stad eo an hini kentañ rak hiroc'h eget ar re all e voe ha seveniñ a reas ar Stato dei Predisi ar gefridi bolitikel ha milourel a oa bet kaoz d'he savidigezh. En amzer-se eo e voe aozet ar c'hêrioù.

Goude savet ar Stato dei Presidii e c'hourc'hemennas roue Spagn, Felipe II, ouzh komandanted spagnol Orbetello, Talamone, Porto Ercole ha Piombino, sentiñ ouzh e vignon Cosimo Iañ de' Medici.

En ur ober un hanter-kant vloaz, e voe savet er Stato dei Predisi un toullad kreñvlec'hioù, kreñvoc'h-kreñvañ, ouzhpenn ar savadurioù krennamzerel savet en amzer beli Siena. Cosimo Iañ en devoa tisavourien eus ar re wellañ evit kreñvaat e gêrioù ha kavout a reas an tu da deurel e graban war Castiglione della Pescaia enez ar Giglio diwar-goust ar gwir berc'henn Innico Piccolomini, markiz Capestrano ha dug Amalfi, hogen enebour Spagn ha Firenze.

 
Rouantelezh Naplez.
 
Kreñvlec'h spagnol Porto Santo Stefano.

Goude-se e krogas besrouaned Naplez da c'hoari gant o galloud, bepred brasoc'h. An hini kentañ a ranker menegiñ eo Perafan de Ribera, dug Alcalá a reas ur weladenn en 1569 hag a lakaas sevel kazarnioù en Orbetello, Porto Ercole ha Talamone, hag a lakaas soudarded enne.

Aloubet e voe Toskana gant ur gompagnunezh goprsoudarded renet gant Alfonso Piccolomini, dug Montemarciano, ma voe abeg da grediñ e oa skoazellet gant Spagn hag hec'h aour dre hanterouriezh ar Stato dei Predisi[1]. Un darvoud disteroc'h: nijadeg mirc'hi-raden en 1592, e Talamone, ken e voe « mouchet an heol ».

En 1667 e krogas brezelioù Loeiz XIV ha Cosimo III de' Medici a oa entre an Impalaeriezh, Spagn, ha Bro-C'hall a bromete dezhañ digolloù kalz brasoc'h eget ar Stato dei Presidii. Goulenn a reas kaout an titl a roue abalamour d'an douaroù sard a oa bet kent da Republik Pisa.

Kement-se a voe echuet pa zegouezhas ar Spagnoled e Milano, ma lakajont telloù ponner war chouk Dug-meur Toskana, izelaet betek 100 000 skoed goude, evit mirout ouzh Cosimo da gamalata gant Bro-C'hall.

Gant Brezel Hêrezh Spagn (1700 -1713) e c'hoarvezas kentañ enkadenn bolitikel Stad ar Prezidoù : aloubet e oa bet gant arme Aostria, ha roet da Aostria gant feuremglevioù Utrecht (1713) ha Rastatt (1714). Gant Brezel Hêrezh Pologn en 1734 e voe roet en-dro da Rouantelezh Naplez Carlo di Borbone ha gant Bourboned Naplez e chomas betek fin an XVIIIvet kantved .

Dibenn ar stad

kemmañ

Diskaret e voe Stad ar Prezidoù gant ar roue Ferdinando IV en 1796, hag ebarzhet gantañ e rouantelezh Naplez war un dro gant dugelezh Sora.
Kement-se a badas betek feur-emglev Firenze e 1801 pa voe kemeret gant Bro-C'hall hag ebarzhet e rouantelezh Etruria.

C'hwec'h vloaz goude e voe sinet feur-emglev Fontainebleau (1807) e voe staget ouzh Bro-C'hall, evel Toskana en he fezh, ha goude Kendalc'h Vienna e 1815 e voe staget ouzh Dugelezh-veur Toskana .

Notennoù

kemmañ
  1. Fernand Braudel, Civiltà e imperi del Mediterraneo nell’età di Filippo II, Einaudi, Torino 1986, vol. II, pp. 792-793.

Levrlennadur

kemmañ
  • (it) Giuseppe Caciagli. Stato dei Presidi. Pontedera, Arnera Edizioni, 1992.
  • Aspetti e problemi di storia dello Stato dei Presìdi in Maremma (a cura di R. Ferretti). 1979

Liammoù diavaez

kemmañ