Kjell Stefan Löfven, pe Stefan Löfven ent-berr (distaget ˈsteːfan lø'veːn e svedeg), zo ur politiker eus Sveden hag a zo Kentañ Ministr e vro etr miz Here 2014 ha miz Du 2021.

Stefan Löfven

Stefan Löfven, ganet d'an 21 a viz Gouere 1957, zo bet o labourat da gentañ evel souder. Kargoù uheloc'h-uhelañ en doa bet en e sindikad, betek mont da vezañ e penn ar sindikad bras IIF Metall e 2006. Goude-se e oa bet dilennet e penn Strollad Sokial-Demokrat Sveden (Socialdemokraterna) e 2012[1]. E miz Here 2014, pa oa aet ar maout gant e Strollad e dilennadeg kannaded ar Riksdag, e oa bet anvet da Gentañ Ministr ar vro e-lec'h Fredrik Reinfeldt[2].

D'an 18 a viz Genver 2019 e voe adanvet e penn ar gouarnamant, goude kaozeadennoù e-pad meur a viz etre ar gannaded dilennet e Gwengolo 2018.


En e raok:
Fredrik Reinfeldt
Kentañ Ministr Sveden
Ardamezoù Sveden
3 a viz Here 2014 – 30 a viz Du 2021
War e lerc'h:
Magdalena Andersson

Notennoù

kemmañ