Stern-gwiader
Ur stern-gwiader, pe ur stern-gwiadiñ, zo ur ardivink da wiadiñ, implijet gant ur gwiader da ober danvez pe gwiad lin, kanab, pe kotoñs pe vateri all a c'heller kas da vezañ neud. E-pad milvedoù, ne oant nement kenstrollad un nebeud pezhioù prenn peurvuiañ. Kavout a reer re vihan ha re vras hervez ment ar wiadenn a zo d'ober.
Modernaet eo an ardivinkoù d'ober gwiadennoù hag aet da vezañ bras-tre ha lec'hiet e labouradegoù, hogen n'eus ket bet kemm d'ar mod diazez: ret eo krouiñ ur steuñvenn (steuiñ) gant neudennoù kenstur staget ouzh barrennoù tal-ouzh-tal ha sevel un anneuenn (anneuiñ) gant neudennoù all kaset a dreuzkroaz gant ur vazh pe ur pezh koad heloc'h a reer ur vulzun diouti. Un neudenn diouzh ar steuñvenn diwar div a zo dispartiet ken eo posubl silañ neudennoù an anneuenn dre un tu hag dre an all.
Istor
kemmañA-raok ar greanteladur
kemmañAdkavet ez eus bet pezhioù gwiadennoù fardet ken abred hag an Oadvezh neolitek e Turkia hag e Palestina.
An ardivink koshañ a oa eus ar re simplañ pa ne oa nemet div vazh sanket en douar ha lakaet warno neudennoù kenstur ar steuñvenn. Gant ur vazh heloc'h e veze silet neudennoù an anneuenn ken e veze lezet a-gostez un neudenn diwar div.
War-dro -3000 e kaver sternioù-gwiader gant pouezioù a lakae stign neudennoùar steuñvenn.
Greanteladur ar gwiaderezh
kemmañ
Pennadoù liammet
kemmañ- gwiaderezh (micher)
- broderezh
- nezerezh (micher)