Steven Thicot a zo ur c'hoarier mell-droad ganet d'ar 14 a viz C'hwevrer 1987 e Montreuil-sous-Bois. Stummet eo bet gant an INF Clairefontaine ha c'hoari a rae gant skipailh CFA an FK Naoned abaoe 2003, difenner kreiz eo er skipailh. E miz Mae 2004 e teu da vezañ kampion Europa gant ar skipailh mell-droad Frañs dindan 17 bloaz. Abaoe 2002 eo deuet da vezañ a-bouez er skipailh-mañ. Steven a zo bet prestet d'ar CS Sedan Ardennes e-pad ar bloavez 2006-2007. E miz Even 2007, e tistro e Naoned da welet ma gont warnañ ar skipailh evit pignat e Ligue 1.

Red-micherel kemmañ

Roll loreidi kemmañ

  • Du 2002 : Trec'hour Tournamant ar Val de Marne
  • Ebrel 2003 : Gourfennad Tournamant Montaigu
  • Even 2003 : Trec'hour Tournamant Salerne
  • Du 2003 : Trec'hour Tournamant ar Val de Marne
  • Mae 2004 : Kampion Europa dindan 17 bloaz
  • Eost 2004 : Trec'hour un Tournamant e Tchekia

Liammoù diavaez kemmañ