Stoke-on-Trent (pe Stoke hepmuiken) zo ur gêr eus kreiz Bro-Saoz, e Staffordshire.

Stoke-on-Trent

Savet e voe Stoke-on-Trent e 1910 pa voe unanet c'hwec'h kêr vihanoc'h, en o zouez Stoke-upon-Trent, al lec'h m'emañ ar gar bennañ, hag a roas he anv d'ar gêr vras nevez. Hanley eo al lec'h kreiz evit ar c'henwerzh ; Burslem, Tunstall, Longton ha Fenton eo ar c'hêrioù all. En em astenn a ra Stoke-on-Trent war 93,45 km² ha poblet eo gant 255 400 a dud (e 2017).

Gevellet eo gant Erlangen en Alamagn.

Brudet eo kleub mell-droad Stoke, anvet Stoke City Football Club, an hini koshañ er Premier League (Kampionad mell-droad Bro-Saoz).

Liammoù diavaez kemmañ