Stonehenge zo dismantroù ur monumant meurvaenek ragistorel lec'hiet war Gompezenn Salisbury e Kontelezh Wiltshire e Bro-Saoz, un tri c'hilometr bennak er gwalarn da gêr Amesbury.

Stonehenge
Stonehenge e miz Gouere 2007
Douaroniezh
51° 10' 44.0" N • 1° 49' 34.0" K
Riez Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet
Bro Banniel Bro-Saoz Bro-Saoz
Kontelezh Wiltshire Wiltshire
Istor
Doare Monument ragistorel
Maread Nevezoadvezh ar Maen
Perc'henn Kurunenn ar R-U
Merour English Heritage
Internet (en) (fr) Stonehenge
Monumantoù rummet
Enskrivadur 18 Eost 1882
Dave 1010140
Glad Bedel UNESCO
Rummad Sevenadur
Enskrivadur 28 Du 1986
Dezverkoù (i), (ii), (iii)[1]
Dave 373

Savet eo diwar ur c'helc'hiad diavaez peulvanoù mein krag 4 metr o uhelder ha 2 vetr o ledander, 25 tonenn a bouez e pep unan. Gourinoù maen lakaet ouzh lein ar c'helc'h a stag ar peulvanoù daou-ha-daou dre ingochoù ha steudennoù ; a-led-rik eo ar gourinoù daoust d'an dachenn bout war ildraoñ[2].
Er c'helc'hiad peulvanoù diavaez ez eus unan bihanoc'h savet diwar ar mein anvet bluestone e saozneg ("maen estren"), eleze un doare dolerit a gaver e Mynydd Preseli, nepell diouzh Abergwaun e kornôg Kembre ; lenkr ha hedorr eo ar mein-se, ar pezh zlee aesaat an treuzougen, ar c'hempenn hag ar staliañ.
E diabarzh an eil kelc'hiad ez eus meur a drilithon (eus ar gerioù henc'hresianek τρι- tri- "tri" ha λίθος líthos "maen"), da lavaret eo daou beulvan maen krag kenstaget gant ur gourin.

A-linenn gant ar sav-heol er goursav-hañv (e-tro an 21 a viz Mezheven) hag ar c'huzh-heol er goursav-goañv (e-tro an 21 a viz Kerzu) eo ar monumant.

Meur a lankad zo bet e savidigezh Stonehenge, adalek ~3100 betek ~1600 kent hon amzer. Da gentañ e voe kleuzet ar foz ha savet ar savenn-douar a zo tro-dro d'ar monumant ; etre ar bloazioù ~2600 ha ~2400 e voe staliet ar c'helc'hiad bras. Hervez an deiziadiñ dre garbon-14 e voe staliet ar peulvanoù bluestone etre ar bloazioù 2400 ha 2200, hogen ken abred hag er bloaz 3000 e oant bet lakaet en douar marteze[3].

Ur vered e oa bet Stonehenge en deroù marteze, pa 'z eus bet kavet gouzedoù enno eskern devet 63 den, gwazed, maouezed ha bugale anezho ; ker kozh hag ar foz eo ar re henañ, hag e-pad d'an nebeutañ 200 vloaz goude ez eus bet devet tud all ha lakaet en douar[4].

D'an 18 a viz Eost 1882 e voe lakaet Stonehenge da vonumant rummet er Rouantelezh-Unanet dindan an dave 1010140[5]. Al lec'hienn hag an tiriad tro-dro dezhi a voe degemeret evel Glad bedel UNESCO d'an 28 a viz Du 1986 dindan an niverenn 373[6]. Ar monumant e-unan zo perc'hennet gant Kurunenn ar Rouantelezh-Unanet ha meret gant English Heritage ; gant an National Trust ez eo perc'hennet ha meret tiriad Stonehenge.

Lec'hanvadurezh

kemmañ

An abad saoz Ælfrīc Eynsham (~955 – ~1010) en e C'heriaoueg latin-saozneg a droas henge-cliff dre "islonk" pe "maen" ; war e lerc'h, en XIvet kantved bepred, e skrivas tud a-zivout stanenges pe Stanheng « nepell diouzh Searoburg » (Salisbury), a oa « mein skoret en aer ». Seizh kantved diwezhatoc'h, e 1740, an hendraour William Stukeley (1687-1765) a skrivas : Pendulous rocks are now called henges in Yorkshire [...] I doubt not, Stonehenge in Saxon signifies the hanging stones. ("Henges a reer bremañ e Yorkshire eus ar reier a-ispilh [...] Hep mar e talvez Stonehenge e saksoneg kement hag ar mein a-istribilh.")[7].

Hervez an henoniour Christopher Chippindale en e levr Stonehenge Complete e teufe an anv Stonehenge eus ar gerioù hensaoznek hencg "mudurun" (hinge hiziv), rak treiñ a rafe ar gourinoù war ar peulvanoù, pe diwar hen(c)en (hang, "bout a-ispilh", "kroug", "benveg-jahin") ; pelloc'h el levr avat e veneg Ch. Chippindale ar ster "mein a-ispilh".
Diwar -henge e "Stonehenge" ez eo bet goveliet gant an henoniourien an anv hollek henge evit envel an holl vonumantoù a zo endalc'hed en ur ur savenn-douar gelc'hiek ur foz enni[8].

Da lavaret Michael Parker Pearson (*1957), an henoniour ha rener ar Stonehenge Riverside Project a fuchas Stonehenge adalek 2003 betek 2009, ez eo bet Stonehenge ur vered adalek e grouidigezh betek barr e vrud e kreiz an trede milved kent hon amzer[9].

Dre veur a lankad e voe savet Stonehenge a-hed 1 500 vloaz d'an nebeutañ. Betek 6 500 vloaz e padas al labourioù marteze, pa 'z eus bet kavet roudoù eus chanterioù bras war dachenn ar monument ha tro-dro dezhañ. Diaes avat eo termeniñ mareadoù ha lankadoù resis en abeg da veur a elfenn : distummadur naturel kleiz an douar a-c'houde mareadoù skornañ-diskornañ ha turiadegoù gant loened, labourioù keviañ graet fall gant an henoniourien gentañ, ha diouer a zeiziadoù resis bet gwiriekaet en un doare skiantel. Lankadoù hag is-lankadoù zo bet termenet dre vras koulskoude, ha degemeret gant an holl henoniourien.

  • Adalek 8000 ktJK : a-raok ma vefe savet ar monumant.
  • ~3100 : Stonehenge 1.
  • ~2900 : Stonehenge 2.
  • ~2600 : Stonehenge 3/i.
  • 2600-2400 : Stonehenge 3/ii.
  • 2400-2280 : Stonehenge 3/iii.
  • 2280-1930 : Stonehenge 3/iv.
  • 1930-1600 : Stonehenge 3/v.
Tres Stonehenge (e 2004)
 
  • Gourinoù an trilithonoù n'int ket bet treset.
  • Pikoù gwenn : toulloù ma n'eus ket mein ken pe ma n'eus biskoazh bet mein enno.
  • Livet eo ar mein a weler c'hoazh hiziv.
  1. Altar Stone ("Maen an Aoter") : ur peulvan e krag glas-geot deuet eus Bro-Skos, c'hwec'h tonenn a bouez ennañ.
  2. Krugell-vez, hep kelan ennañ.
  3. Meur a grugell-vez, hep kelanoù enno.
  4. Slaughter Stone ("Maen al Lazhadeg" ; diskaret ; 4,9 metr e hirder)
  5. Heel Stone ("Maen ar Seul")
  6. Daou Station Stone ("Maen Savlec'h") diwar pevar
  7. Foz
  8. Savenn diabarzh
  9. Savenn diavaez
  10. The Avenue ("Ar Vali"), div foz ha div savenn genstur a gas d'an Avon 3 km pelloc'h
  11. Kelc'hiad 30 toull bras, anvet Y Holes
  12. Kelc'hiad 29 zoull bras, anvet Z Holes
  13. Kelc'hiad 56 toull bras, anvet Aubrey Holes
  14. Enkerzh ar Su, bihanoc'h

A-raok ma vefe savet ar monumant (adalek 8000 ktJK)

kemmañ

Dindan ar parklec'h touristel kozh a veze implijet betek 2013 ez eus bet kavet 4 pe 5 "toull-post" (posthole e saozneg)[10] eus Krennoadvezh ar Maen ; unan anezho a c'hellfe bout un toull chomet war-lerc'h ur wezenn diskaret gant ur barr-avel. En toulloù-se e oa gwezhall postoù koad pin war-dro 0,75 metr o zreuzkiz a oa a-serzh a-raok breinañ en diwezh. Tri fost, pevar marteze, a oa war ul linenn kornôg-reter, ar pezh a dalveze marteze evit ul lid bennak[11].

Ur goadeg a c'holoe Kompezenn Salisbury d'ar mare-se. Pevar c'hantved diwezhatoc'h avat, e deroù Nevezoadvezh ar Maen, e savas tud ur c'hloz, ur 4 c'hilometr bennak er gwalarn da Stonehenge, diwar savennoù-douar gant ur foz etrezo ha meur a dremen dreist ar foz-se ; krugelloù-bez hir a voe savet ivez en ardremez. Etre 3630 ha 3375 ktJK e voe kleuzet cursus Stonehenge, da lavaret eo div foz kenstur a-hed 3 kilometr ha liammet kenetrezo dre ur foz 100-150 metr he hirder e pep penn[12]. War-dro 700 metr en norzh d'ar monument e voe savet gant al labourerien-douar gentañ p'edont o tigoadañ da reiñ lec'h d'o farkeier. A-c'houde furchadennoù war al lec'h e ouzer e voe savet Stonehenge gant tud hag a vevas eno e-pad meur a vilved[13].

Stonehenge 1 (~3100 ktJK)

kemmañ
 
Stonehenge 1.
 
Keviadur e-kichen Maen ar Seul, 1923

Ur c'helc'h savet diwar ur foz gronnet gant ur savenn-douar e oa lankad kentañ Stonehenge, en ur bradenn war ildraoñ evel m'emañ hiziv. Ar savenn, 110 metr he zreuzkiz, zo bet graet gant ar c'hleiz a oa bet tennet eus ar foz ; un digor bras a oa er biz hag unan bihanoc'h er su. Gant an amzer e troas ar savenn da fank.

Didroc'h eo ar foz, hogen a-dammoù ez eo bet kleuzet. Eskern karveged hag ejened a-gevret gant binvioù kailhastr zo bet kavet enni ; koshoc'h a-galz eget ar c'herniel karveged a oa bet implijet evit kleuzañ ar foz eo an eskern.

E diarbarzh ar c'helc'h, tost d'e vevenn, ez eus ur c'helc'hiad 56 toull war-dro 1 metr o zreuzkiz, a anver Aubrey Holes en enor d'an henoniour John Aubrey (1626-1697) a voe an den kentañ ouzh o c'havout hag o anavout Stonehenge evel un aspadenn eus ar Ragistor. Marteze e oa an toulloù-se diazez ur c'helc'hiad postoù prenn, met biskoazh n'eus bet kavet aspadennoù eus hevelep kelc'hiad ; kinniget eo bet gant Michael P. Pearson e talvezas an Aubrey Holes da sevel ur c'helc'hiad bluestone eus Kembre, 87 metr e dreuzkiz[14] – ur 500 vloaz bennak koshoc'h eget ma soñjer e vije ar monumant mar bije gwiriekaet ar c'hinnig-se.

Er bloaz 2013, ur furchadeg renet gant Michael M. Pearson a zizouaras tremen 50 000 tamm eskern 63 den devet ha beziet e Stonehenge. En Aubrey Holes e oant bet beziet er Ragistor, hogen diveziet e oant bet e 1920 gant al letanant-koronal ha henoniour William Hawley (1851-1941), a gavas dezhañ ne oant ket pouezus hag o lakaas holl en Aubrey Hole niverenn 7[15]. Dre o dielfenniñ e voe kavet e oa koulz lavaret kement a wazed hag a vaouezi, hag un nebeud bugale a oa ivez. Chouket e oa bet ar c'hleiz dindan ar bezioù gant ur pouez bras, setu e voe dezastumet e oa bet savet ar c'hentañ mein bluestone evit merkañ bezioù ker kozh ha 5 000 bloaz. E 2018, dielfenniñ ar strontiom a oa en eskern a ziskouezas e oa deuet un niver bras eus an dud varv eus korn-bro Mynydd Preseli, ha ne oant ket chomet pell e Stonehenge kent mervel eno[16].

E 2013 ivez e voe kavet ur brouenn all d'an treuzkas mein eus Sir Benfro e Kembre da Wiltshire e Bro-Saoz : klevedel eo ar mein bluestone, da lavaret eo e tassonont pa vez skoet warno, ha paot eo hevelep mein klevedel e Mynydd Preseli[17]

Furchadegoù renet gant Michael M. Pearson etre 2017 ha 2021 a ro da gompren e teu ar mein bluestone e Stonehenge eus ur monumant damheñvel a oa e Waun Mawn e Mynydd Preseli ; anat eo ez eo bet adimplijet unan eus ar peulvanoù bluestone a zo e Stonehenge, unan pempkornek e stumm, ha dielfenniñ douar an toull gant teknik an deiziadiñ dre dreluc'h[18] a ziskouezas e oa bet savet ar c'helc'hiad e Kembre e-tro 3400-3200 ktJK ha distaliet e-tro ar bloavezhioù 3000-2800, ar pezh a glot gant an disoc'hoù kent e Stonehenge[19].

Stonehenge 2 (~2900 ktJK)

kemmañ

E-tro ar bloaziadoù 2900-2600 ktJK e voe boulc'het an eil lankad sevel ar monumant e Wiltshire[20].

Diwar an niver a doulloù e tezastumer e oa bet savet ur framm prenn bennak e diabarzh ar c'hloz. Postoù prenn ouzhpenn a oa bet lakaet e digor ar biz, ha div renkennad postoù kenstur a gase eus digor ar su war-du ar chreiz. Bihanoc'h eget re an Aubrey Holes e oa ar postoù-se : war-dro 0,40 m e oa o zreuzkiz, ha ne oa ket ker reizh an hed etrezo. Izeloc'h e oa ar savenn-douar, hag ar foz a gendalc'has da dreiñ da fank. Evit a sell an Aubrey Holes, tud zo bet beziet e 25 anezho d'an nebeutañ goude bout bet devet e-kerzh an 200 vloaz war-lerc'h deroù ar sevel Stonehenge. War a hañval ne droas al lec'hienn da vered nemet e-kerzh an eil lankad. Tregont korf all a voe devet ha beziet e foz ar c'hloz hag e lec'hioù all e diabarzh ar monumant, en hanterenn ar reter pergen. Soñjal a reer neuze e oa Stonehenge ur bered kloz ma veze devet korfoù-marv, an hini gentañ-holl er Rouantelezh-Unanet[20].

Tammoù eskern tud na oant ket bet devet zo bet kavet er foz ivez ; an darbodoù eus dibenn an trede milved kent JK a zo bet kavet nepell diouto a laka da soñjal ez eo kempred an eskern ganto.

Stonehenge 3/i (~2600 ktJK)

kemmañ
 
Ur vouc'hal hag ur goustilh engravet en ur peulvan maen krag

E-tro ar bloaz 2600 ktJK e voe dilezet ar prenn ; ar saverien a gleuzas daou gelc'hiad kengreiz toulloù a anver ar c'heliadoù Q ha R, e kreiz al lec'hienn ; damanavezet hepken eo an toulloù-se evit c'hoazh : marteze ez int aspadennoù eus ur walenn doubl, ha ne ouzer ket o deiziadiñ. Betek 80 peulvan a oa bet lakaet a-serzh enno, met 43 hepken zo anavet mat hiziv (ar re a zo diskouezet e glas er skeudenn amañ a-us) ; kenemglev zo evit lavaret ez eo bet degaset ar mein bluestone-se eus Kembre, un 240 kilometr bennak er c'hornôg, met lod gouiezien e soñj dezho e voent degaset kalz tostoc'h gant skorneg Mor Iwerzhon war-dro 450 000 a vloavezhioù zo[21], petra bennak ma n'eus roud ebet eus mein bet degaset gant ar skorneg-se e su kreiz Bro-Saoz ha ma 'z eo bet skoret damkaniezh an treuzdougen a-bell e 2011 gant kavadenn ur mengleuz bluestone e-kichen Crymych e Sir Benfro[22] ha ma 'z eus bet kavet e 2019 e Kembre mengleuzioù bluestone e ouzer diarvar bremañ e teu re Stonehenge anezho[23].

Goulakaet ez eus bet ivez e oa bet peulvanoù krag eus lod gourinoù a weler bremañ. War-dro 2 donenn a bouez zo e pep maen, met gouest e vefe bet an dud d'o zreuzdougen ha d'o sevel dre renkennoù postoù ha frammoù prenn, evel a zo bet graet en India, e Japan hag e Sina. Den ne oar avat ha tennet e oa bet ha treuzdouget ar mein war-eeun eus o mengleuz betek Kompezenn Salisbury, pe tennet eus ul lec'h nevet e Mynydd Preseli ha kaset da Stonehenge evit « kendeuziñ div greizenn nevet da ober unan, evit unvaniñ div rannvro disrannet disheñvel o folitikerezh, pe evit kadarnaat pivelezh hendadel treuztiriaded o vont eus un eil bro d'heben »[22].

E Waun Mawn e Mynydd Preseli ez eus bet kavet roudoù ur c'helc'hiad mein 110 metr e dreuzkiz ; unan eus an toulloù a chom a glot rik gant ur peulvan bluestone e Stonehenge a zo dibar e stumm, hag a yafe en toull-hont "evel un alc'hwez en ur grogenn-alc'hwez"[24].

Maen an Aoter (Altar Stone) e kreded a oa bet tennet eus ar furmadur douarouriel anvet Senni Beds hag a zo e kreiz Park Broadel Bannau Brycheiniog e Kembre, un 50 kilometr bennak er reter da Vynnydd Preseli[22]. Er bloaz 2024 e voe dielfennet ha deiziadet tammoùigoù eus ar maen ha kavet e teuont hep mar eus diazad douarouriel Inizi Orc'h e norzh Bro-Skos. Kement-se a c'houlenn neuze e voe treuzdouget ar mein a-hed 690 kilometr, hag e oa darempredoù sevenadurel etre su Bro-Saoz ha norzh Bro-Skos[25].

E-kerzh al lankad Stonehenge 3/i e voe ledanaet digor ar biz evit klotañ rik gant al lec'h ma save an heol da c'hoursav an hañv er mare-se ha gant al lec'h ma 'c'h ae an heol da guzh da c'hoursav ar goañv. Diechu e voe al labourioù avat, tennet ar peulvanoù bihan a oa en toulloù Q ha R, a voe adleuniet a-ratozh.

Maen ar Seul (Heel Stone), ur maen krag eus ar Paleogenel ivez, a c'hellfe bout bet lakaet en e sav en tu all da zigor ar biz e-kerzh al lankad Stonehenge 3/i. Ne c'heller ket e zeiziadiñ difazi, forzh pegoulz e-kerzh an trede lankad e c'hell bout bet savet. Un eil maen, na weler mui hiziv, a oa en e gichen en deroù. Daou pe dri maen bras a verke digor ar biz ; unan hepken a chom : Maen al Lazhadeg (Slaughter Stone), ur peulvan 4,90 metr e hirder hag a zo en e c'hourvez bremañ. D'ur mare bennak e-kerzh an trede lankad ivez e voe staliet ar pevar Maen Savlec'h (Station Stones), daou anezho war bep a duchenn a anver "krugelloù-bez" (barrows) daoust ma n'eus kelan ebet enno.

El lankad 3/i ivez e voe kleuzet Ar Vali (The Avenue), eleze div foz ha div savenn kenstur a gas d'ar stêr Avon a zo 3 km pelloc'h er biz.

Stonehenge 3/ii (2600-2400 ktJK)

kemmañ
 
Kreiz Stonehenge e 2008
 
"Gwareger Stonehenge"

Dre garbon-14 ez eo bet deiziadet al lankad-se[26], eleze abretoc'hik eget "Gwareger Stonehenge" (Stonehenge Archer)[27]. Dent loened zo bet kavet e Durrington Walls, a oa kamp saverien ar monumant e-kerzh ar prantad Stonehenge 3/ii hervez Michael P. Pearson, un 3 c'hilometr bennak er biz da Stonehenge ; dielfenniñ an dent-se a ziskouezas e oant da lod loened a oa bet degaset eus ker pell hag Uheldirioù Bro-Skos da geñver gouelioù ar goursavioù, a vode betek 4 000 a dud[28],[29].

Tregont maen krag bras-divent o tont eus ur vengleuz e koadeg West Woods e Wiltshire, 26 kilometr en norzh da Stonehenge, a voe degaset da Stonehenge[30]. Benet e voe ar mein-se hag ingochoù ha steudennoù a voe graet enno a-raok ma vefe lakaet 30 maen a-serzh en ur c'helc'h war-dro 30 metr e dreuzkiz ha 30 gourin el laez anezho ; kenstaget e voe ar gourinoù dre filennoù empret e garanoù — koulz ar c'henstrollañ dre ingoch/steudenn ha filenn/garan zo teknikoù deveret eus ar re a vez implijet evit kenstrollañ prenn. War-dro 4 metr e oa uhelder pep peulvan, 2 vetr e ledander hag 1 metr e devder, ur 26 tonenn bennak a bouez ennañ. Anat eo e oant bet benet a-ratozh-kaer evit mirout diarsell ar monumant : pep peulvan zo un tammig ledanoc'h el laez eget en traoñ, ha kromm un tamm eo pep gourin evit klotañ gant ar c'helc'h[31].

Lenkroc'h ha labouret gwelloc'h eo tal diabarzh ar peulvanoù eget o zal diavaez ; 1,10 metr eo tevder keitat ar mein hag 1 metr eo an hed keitat etre daou beulvan, da lavaret eo e tlefe bout bet 60 peulvan evit sevel ar c'helc'h serr ha 15 maen evit stummañ un houarn-marc'h gant an trilithonoù. Soñjal a rae d'an henoniourien e oa bet lezet ar c'helc'h digor, hogen a-c'houde ar sec'hor a voe en hañv 2013 e teuas war wel takadoù geot disec'h m'edo marteze ar peulvanoù maen krag a vank hiziv[32].
War-dro 3,20 metr eo hirder pep gourin, 1 metr e ledander ha 0,80 metr e devder ; 4,90 metr a-us al leur eo laez ar gourinoù[33].

E diabarzh ar c'helc'h-se e oa pemp trilithon maen krag benet, staliet da stummañ un houarn-marc'h 13,70 metr e dreuzkiz, an digor anezhañ e-tal ar biz. Betek 50 tonenn a bouez e oa e pep unan eus ar melloù pikoloù mein-se, 10 anezho war o sav ha 5 gourin ouzh o c'kenliammañ, staliet en un doare kemparzh : war-dro 6 metr uhel eo ar rumm trilithonoù bihanañ, brasoc'h un tammig eo ar rumm en e gichen, ha 7,3 metr e oa ment an trilithon a oa en e unan e korn ar mervent. Ur peulvan hepken eus an Trilithon Meur zo en e sav c'hoazh ; 9,10 metr eo e vent : 6,70 metr a weler, ha 2,40 zo sanket en douar. Skeudennoù ur goustilh ha 14 penn bouc'hal zo bet engravet er peulvan maen krag niverennet 53, ha pennoù bouc'hili all zo e tal diavaez ar mein 3, 4, ha 5 ; e diwezh Oadvezh an Arem e voent graet, hervez dielfennadurioù dre laser sevenet er XXIvet kantved.

D'ar mare-se ivez e voe savet ur c'helc'h bras gant postoù prenn hag un eil bali e Durrington Walls a-us ar stêr Avon. A-linenn gant sav-heol ar goursav-goañv e oa ar c'helc'h, en enep da reteradur Stonehenge ; a-linenn gant kuzh-heol ar goursav-hañv e oa ar vali a gase eus ar c'helc'h d'an Avon. Peogwir ez eus bet kavet roudoù anat tantadoù bras war glannoù ar stêr etre an div vali e soñjer e oa kelliammet kelc'h Duttington Walls ha hini Stonehenge ; marteze e veze dibunadegoù a-hed ar balioù koulz da verrañ ha da hirañ deizh ar bloaz. Hervez ar c'helenner Pearson e c'hellfe bout e oa Durrington Walls « tiriad ar re vev » ha Stonehenge « tiriad ar re varv », ar stêr o vout ar veaj etre an daou[34].

Stonehenge 3/iii (2400-2280 ktJK)

kemmañ

Evit doare e voe dilec'hiet hag adsavet ar mein bluestone e-kerzh al lankad-se. Er c'helc'hiad mein krag e voent lakaet, ha marteze e voent benet en un doare bennak. Evel ar mein krag, un nebeud mein bluestone zo bet troc'het e giz labour kilvizien, ar pezh a laka da soñjal ez int bet kelliammet dre c'hourinoù el lankad-se rak tammoù eus ur framm brasoc'h e oant.

Stonehenge 3/iv (2280-1930 ktJK)

kemmañ

Adkempennet e voe ar mein bluestone e-kerzh ar maread-se. Lakaet e voent da stummañ ur c'helc'h etre an daou gelc'hiad mein krag, hag ur vigelc'h e kreiz ar c'helc'h diabarzh. Lod henoniourien a lavar ez eo ar mein bluestone-hont un darn eus un eil degasadenn eus Kembre. Gant an holl vein-se e voe graet peulvanoù esaouet-ledan hep tamm gourin ebet ken etrezo. Marteze e oa bet dilec'hiet Maen an Aoter e diabarzh ar vigelc'h hag adlakaet a-serzh. Digempenn a-walc'h e oa al labourioù-se p'o c'heñverier gant re al lankadoù kent, pa ne oa ket sanket-mat ar vein ha ma krogjont da gouezhañ.

Stonehenge 3/v (1930-1600 ktJK)

kemmañ

Goude al lankad 3/iv e voe dilamet er biz ur rann eus ar c'helc'hiad mein bluestone, da stummañ un houarn-marc'h a anver Bluestone Horseshoe hag a oa un dameuc'h eus stumm trilithonoù ar c'hreiz.

Goude savidigezh ar monumant (adalek 1600 ktJK)

kemmañ

Ar c'helc'hiadoù 30 toull anvet Y hag 29 zoull anvet Z eo al labourioù diwezhañ e Stonehenge betek gouzout hiroc'h, hag en Oadvezh an Houarn moarvat e voent implijet da ziwezhañ. Den ne oar hag arveret e veze ar monumant e Ragistor Breizh-Veur. Ur c'hreñvlec'h bras a voe savet war ribl ar Vali nepell diouzh an Avon ; "kamp Vespasianus" a reer eus ar bryngaer-se hogen ne voe ket savet gant Romaned, daoust ma 'z eus bet kavet pezhioù-moneiz roman e Stonehenge. Traezoù eus ar Grennamzer zo bet kavet ivez.

Meur a gelan zo bet kavet el lec'hienn goude hini ar Gwareger ragistorel, en o zouez hini ur Roman ha hini ur Sakson a oa bet dibennet. Hep mar ebet ez eo chomet Stonehenge ul lec'h pouezus da vare ar Romaned ha hini ar Saksoned[35].

Savidigezh

kemmañ

Nebeut-tre a ditouroù zo bet kavet da ziskouez anat penaos e voe savet ar monumant. Dic'hallus a-grenn e hañvale dilec'hiañ mein degadoù a donennoù a bouez enno, setu e voe embannet a bep seurt damkaniezhoù dreistnaturel pe gammamzeriek.

En un doare skiantel avat e voe prouet e c'helled embregañ mein damheñvel dre o lakaat da ruilhal war bilbodoù a-raok o sershaat gant givri graet diwar daou bost hir-hir kenstaget e stumm un A plantet en douar, ur pole er penn anezho[36].

Hervez un damkaniezh all e veze lakaet ar mein war stlejelloù bras a lakaet da riklañ war hentoù lardet gant druzoni tennet eus loened : e 1995, ur strollad 100 den a zeuas a-benn e-giz-se da dreuzkas ur maen 40 tonenn e dolz a-hed 29 c'hilometr adalek mengleuz Marlborough Downs betek Stonehenge[37].

Ratozh

kemmañ

Den ne oar diarvar a-zivout ratozh saverien Stonehenge, pa n'o deus lezet teul skrivet ebet ; goulennoù a chom ha tabut zo c'hoazh a-zivout an doare ma 'z eo bet savet ar monumant hag ar perag anezhañ.

Dre ma 'z eo bet dibabet al lec'h ha savet ar monumant evit ma klotfe resis gant lec'h an heol d'ar goursavioù e oa ar steredoniezh unan eus ratozhioù al labourioù : rakwelout ar goursavioù, ar c'hedezioù hag ar fallaennoù, a-hed ur c'helc'hiad 56 vloaz evit doare[38].

Un damkaniezh all eo e oa Stonehenge ul lec'h ma klasked ar pare da gleñvedoù, damheñvel e spered ouzh hini santual an Itron Varia e Lourd, peogwir ez eus bet kavet eskern distummet pe gwallaozet e lod bezioù ; ul lec'hienn da enoriñ an Anaon e oa ivez marteze[39],[40].

A-c'houde kavadenn eskern loened a oa bet graet war o zro e soñjer e oa Stonehenge ul lec'h m'en em vode kalz tud, da c'hoursav ar goañv kentoc'h eget en hini an hañv[41] Dielfennadennoù dre 14C o deus diskouezet e oa estrenien eus ul lodenn eus an dud a voe beziet e Stonehenge : ul labourer war ar metal a zeue eus an Alpoù en Alamagn war-dro ar bloaz 2300 ktJK ; ur c'hrennard, bet beziet e-tro 1500 ktJK, hag a oa bet desavet nepell diouzh ar Mor Kreizdouar ; gwaregerien hag a zeue eus Kembre pe eus Breizh[42]. Kement-se holl a laka da grediñ e oa bet savet Stonehenge evit talvezout da arouez ar peoc'h hag an unvaniezh etre pobloù a ranne an hevelep sevenadur[43].

Istor a-vremañ

kemmañ
 
Un darn eus kartenn J. Wood, 1740

1600-1900

kemmañ

Adalek 1666, ar bloaz ma voe John Aubrey an den kentañ o teurel ur sell skiantel warnañ, ez eo bet furchet Stonehenge evit klask gouzout hiroc'h ha hiroc'h c'hoazh diwar-benn ar monumant hag an dud o deus e savet. Klasket ez eus bet ivez reiñ dezhañ e stumm orin, mard eus bet unan diarvar.

E deroù an XVIIIvet kantved ec'h eas William Stukeley war roudoù J. Aubrey : gantañ e voe kavet cursus ha Bali al lec'hienn ; furchal krugelloù a eure ivez, hogen faziet e voe p'o lakaas da vezioù drouized[7].

E 1740 e voe treset ar c'hentañ kartenn resis eus Stonehenge gant un tisavour eus Bath (Somerset), John Wood an Henañ (1704-1754) ; adtreset eo bet hag adembannet e 2008[44]. Dre eurvad e oa bet treset Stonehenge gant J. Wood a-raok ma kouezhfe trilithon ar mervent, a voe adsavet e 1958[45].

Diwezhatoc'h, e deroù an XIXvet kantved, an henoniour saoz William Cunnington (1754-1810) a furchas ur 24 c'hrugell bennak kent kleuzañ tro-dro d'ar mein, ma kavas koad devet, eskern loened, darbodoù ha jarloù. Gantañ ivez e voe kavet an toull m'edo Maen al Lazhadeg d'ur mare a zo bet. Skoazellet e voe gant un henoniour saoz all, Sir Richard Colt Hoare (1758-1838), a furchas un 379 krugell bennak e Kompezenn Salisbury, 200 anezho tro-dro da vein Stonehenge.

1901–2000

kemmañ
 
En hañv 1906

Adalek 1901 e voed krog da glask adsevel ar monumant, dindan renerezh an ijinour William Gowland (1842-1922), un arbennigour war ar mengleuzioù. Kentañ tra a voe graet eo sershaat ar maen krag niverenn 56, a oa darbet dezhañ kouezhañ, hag e startaat gant beton ; evit ober avat e tilec'hias ar peulvan a-hed un 50 kantimetr bennak[44]. Kleuzañ ar monumant en un doare skiantel a eure ivez, ar pezh a ziskulias muioc'h a ditouroù a-zivout ar sevel peulvanoù eget na oa bet kavet a-hed ar c'hant vloaz en e raok.

E-kerzh al labourioù adsevel a voe e 1920, al letanant-koronal William Hawley a zizoloas gwele c'hwec'h peulvan ha foz an diavaez kent kemer perzh en adkavout an Aubrey Holes er savenn ; gantañ ivez e voe kavet an toulloù Y ha Z[46].

Er bloavezhioù 1940 ha 1950, ur skipailh henoniourien a adfurchas un tamm bras eus labourioù W. Hawley ; ganto e voe kavet an engravadurioù a zo war ar peulvanoù maen krag. Pouezus e voe o labour evit kompren el lankadoù a zo bet er sevel ar monumant.

Labourioù kempenn ar mein a voe graet adarre e 1958 : tri feulvan krag a voe sershaet ha startaet gant beton. E 1963 e voe ar gempennadenn diwezhañ, goude kouezhadenn ar peulvan niverenn 23 e kelc'h ar mein krag : adlakaet a-serzh e voe, ha startaet gant beton ivez ; tri feulvan all a voe startaet war an dro.

A-raok ma vefe boulc'het labourioù parklec'hioù nevez e 1966 ha 1967 e voe furchet an dachenn a zo er gwalarn d'ar peulvanoù, ha kavet e voe toulloù postoù prenn ker kozh ha 7000 ha 8000 ktJK. Gwele ur renkennad postoù 10 metr he hirder a voe kavet ivez ; enselladennoù dre nijerez a roas da soñjal e oa ur renkennad postoù prenn etre tu kornôgel al lec'hienn ha tu an norzh, e-kichen ar Vali[46].

Furchadegoù a voe e 1978, ar bloaz ma voe kavet korf-eskern "Gwareger Stonehenge". Da heul labourioù war ribl an hent e 1979 e voe kavet ur peulvan nevez e-kichen Maen ar Seul.

E deroù ar bloavezhioù 1980 e voe boulc'het ar Stonehenge Environs Project, a roas tu da zeiziata meur a elfenn eus ar monumant.

2000-bremañ

kemmañ

Er bloaz 2004, diwar atiz meur a henoniour, an aozadur English Heritage a embannas ul levr ma weler al labourioù a oa bet kaset da benn betek neuze evit kempenn Stonehenge[47],[48].

Meur a furchadeg zo bet kaset da benn abaoe, an holl o tizoleiñ un tammig eus Istor Stonehenge : etre 2003 ha 2008, ur vali all e Durrington Walls hag a gase d'an Avon, ha roudoù ur c'helc'hiad mein all e penn ar vali-se ; e miz Ebrel 2008, tammoù peulvanoù bluestone all er monumant, deiziadet e-tro 2300 ktJK, ha danvezioù bevel eus 7000 ktJK hag a ziskouez e oa bet war al lec'h ur monumant prenn da nebeutañ 4 000 bloaz a-raok ma voed krog da sevel Stonehenge.

Drasterezh

kemmañ
 
Izili Just Stop Oil o trastañ Stonehenge

Meur a wech ez eo bet drastet Stonehenge a-hed kantvedoù : mein zo bet tennet anezhañ evit sevelm tiez er XVIIvet kantved[49], en XIXvet kantved e veze prestet kizelloù d'ar weladennerien evit ma c'hellfent diskolpañ tammoù diouzh ar peulvanoù da gas ganto evel eñvorennoù[50].

Adalek 1975 e vez dalc'het bep bloaz ar Free Festival e Stonehenge ; petra bennak ma ne vez nemet nebeut-tre a zrasterezh e voe klozet al lec'hienn gant peulgaeoù adalek 1978[51]. Gwashoc'h e voe er bloavezhioù 1980 ha 1990, gant mein livet hag all, kement ha ken bihan ma voe ret d'ar pennadurezhioù degas kantadoù a boliserien, sevel klouedoù tro-dro da Stonehenge ha staliañ takadoù berzet kel ledan ha 6 kilometr tro-dro d'ar monumant[52]. En diwezh e tivizas gouarnamant ar Rouantelezh-Unanet serriñ al lec'hienn, hogen ret e voe dezhañ he digeriñ en-dro, ker kounnaret ma oa an dud[53].

Pell diwezhatoc'h, er bloaz 2008, daou zen a voe tapet p'edont o tiskolpañ tammoù diouzh Maen ar Seul gant ur morzhol hag ur stard-biñsoù[54].

Daouzek vloaz pelloc'h, e 2020 e voe tamallet drasterezh da vaodiern an Treuzkas pa zivizas treiñ an hent a zo e Stonehenge d'ur riboul danzouar a vije kleuzet tostik-tost d'ar monumant ; an eneberien a zeuas a-benn da zastum an arc'hant rekis evit e gas dirak al lez-varn[55]. Kozh-kozh e oa ar raktres-se e gwirionez, met distroadet e oa bet meur a wech en abeg d'e goust ha da skog al labourioù war ur monumant ragistorel ha rummet, hogen koll e voe an eneberien dirak al lez-varn e 2024[56]

D'an 19 a viz Mezheven 2024, izili ar strollad Just Stop Oil hag a sav enep tommadur ar blanedenn a vannas liv orañjez war dri feulvan ; daou zen a voe harzet gant ar c'hêrreizh[57]. Kondaonet e voe an drasterezh gant ar gouarnamant ha gant kalz politikerien, an aozadur English Heritage a embannas ul listennad kuzulioù e-sell da wareziñ ar mein[58], met an hendraourez Sarah Kerr a zisklêrias e oa tommadur an hinad e Stonehenge un drast gwashoc'h a-galz eget liv orañjez[59].

Lec'hiennoù kar da Stonehenge

kemmañ

Ur monumant hep e bar er bed eo Stonehenge, met kelc'hiadoù peulvanoù zo bet kavet e meur a lec'h all.

Levrlennadur

kemmañ
  • (en) Atkinson, Richard John Copland. Stonehenge. London : Penguin Books, 1992 (ISBN 978-0-14-013646-3)
  • (en) Bender, Barbara. Stonehenge: Making Space. Oxford : Berg Publishers, 1999 (ISBN 978-1-85973-908-2)
  • (en) Burl, Aubrey. A Guide to the Stone Circles of Britain, Ireland and Brittany. New Haven, Connecticut : Yale University Press, 1995 (ISBN 978-0-300-06331-8)
  • (en) Chippindale, Christopher. Stonehenge Complete. London : Thames and Hudson, 2004 (ISBN 978-0-500-28467-4)
  • (en) Cleal, Rosamund M. J. & Montague, R. & Walker, K. E.. Stonehenge in its landscape. Bristol : English Heritage, 1995 (ISBN 978-1-85074-605-8)
  • (en) Cunliffe, Barry & Remfrew, Colin. Science and Stonehenge. Oxford : Oxford University Press, 1998 (ISBN 978-0-19-726174-3)
  • (en) Exon, Sally & Gaffney, Vince & Woodward, Ann. Stonehenge Landscapes – Journeys through real-and-imagined worlds. Oxford : Archaeopress Archaeology, 2000 (ISBN 978-0-9539923-0-0)
  • (en) John, Brian. The Bluestone Enigma – Stonehenge, Preseli and the Ice Age. Newport : Greencroft Books, 2008 (ISBN 978-0-905559-89-6)
  • (en) Johnson, Anthony. Solving Stonehenge – The New Key to an Ancient Enigma. London : Thames & Hudson, 2008 (ISBN 978-0-500-05155-9)
  • (en) North, John. Stonehenge: Ritual Origins and Astronomy. London : HarperCollins, 1997 (ISBN 978-0-00-638802-9)
  • (en) Pitt, Mike. Hengeworld. London : Random House, 2001 (ISBN 978-0-09-927875-7)
  • (en) Richards, Julian C.. Stonehenge: A History in Photographs. London : English Heritage, 2004 (ISBN 978-1-85074-895-3)
  • (en) Richards, Julian C.. Stonehenge: The story so far. Swindon: English Heritage, 2007. (ISBN 978-1-905624-00-3)
  • (en) Worthington, Andy. Stonehenge: Celebration and Subversion. Nottingham : Alternative Albion, 2004 (ISBN 978-1-872883-76-2)
  • (en) Stonehenge Decoded: Secrets Revealed, teulfilm sevenet gant Christopher Spencer e 2008[60]

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

kemmañ
  1. (fr) Les critères de sélection @ UNESCO. Kavet : 18 Gen 25.
  2. (en) Stonehenge : Wiltshire England – How was it built? @ The Bradshaw Foundation. Kavet : 18 Gen 25.
  3. (en) Morgan, James. Dig pinpoints Stonehenge origins @ BBC, 21/09/2008. Kavet : 18 Gen 25.
  4. (en) Kennedy, Maez. Stonehenge may have been burial site for Stone Age elite, say archaeologists @ The Guardian, 09/03/2013. Kavet : 18 Genver 25.
  5. (fr) Stonehenge @ Historic England. Kavet : 18 Gen 25.
  6. (en) UNESCO. Kavet : 18 Gen 25.
  7. 7,0 ha7,1 (en) Stukeley, William. Stonehenge A Temple Restor'd to the British Druids. London : W. Innys & R. Manby, 1740 • En-linenn @ Project Gutenberg. Kavet : 18 Gen 25.
  8. (en) « Henges » @ English Heritage (diell, 16/11/2012). Kavet : 18 gen 25.
  9. (en) Schmid, Randolph E. Study: Stonehenge was a burial site for centuries @ USA Today, 29/05/2008. Kavet : 18 Gen 25.
  10. Posthole : e geriaoueg an henoniourien, roud ur post troc'het hag a zalc'he a-serzh un dra bennak e koad pe e maen, a c'haller anavout zoken goude ma voe diskaret ar post (koad) rak disheñvel eo leuniadur an toull diouzh ar gouelezennoù a zo tro-dro dezhañ.
  11. (en) Southern, Patricia. The Story of Stonehenge. Stroud, Gloucestershire : Amberley Publishing, 2014, pennad 2 (ISBN 978-1-4456-1900-2)
  12. Cursus : "roud evit redadegoù" e latin ; krediñ a rae d'an henoniourien gentañ e oa aze ur redva bet savet gant ar Romaned da vare Vespasianus.
  13. (en) The New Discoveries at Blick Mead: the Key to the Stonehenge Landscape @ University of Buckingham. Kavet : 18 gen 25.
  14. (en) Stonehenge 'older than believed' @ BBC News, 09/10/2008. Kavet : 18 Gen 25.
  15. (en) Pearson, Michael Parker. {{cite web|url=https://web.archive.org/web/20081026122920/http://www.shef.ac.uk/archaeology/research/stonehenge |title=
  16. (en) Snoeck, Christophe & al. Strontium isotope analysis on cremated human remains from Stonehenge support links with west Wales @ Nature, 02/08/2018. Kavet : 18 Gen 25.
  17. (en) RCA Research Team Uncovers Stonehenge's Sonic Secrets @ Royal College of Art, 02/12/2013. Kavet : 18 Gen 25.
  18. Deiziadiñ dre dreluc'h [(en) luminescence dating] : un hentenn da c'houzout pegoulz da ziwezhañ en tremened e oa bet ur vaenenn dindan an heol pe domm a-walc'h.
  19. (en) Curry, Andrew . England's Stonehenge was erected in Wales first @ Science Adviser, 11/02/2021. Kavet : 18 Gen 25.
  20. 20,0 ha20,1 (en) Burns, William E.. Science and Technology in World History. New York : ABC-CLIO, 2020, p. 100 (ISBN 978-1-4408-7116-0)
  21. (en) John, Brian. Stonehenge: glacial transport of bluestones now confirmed? @ University of Leicester, 26/02/2011. Kavet : 18 Gen 25.
  22. 22,0 22,1 ha22,2 (en) Person, Micharl Parker. Craig Rhos-y-felin: a Welsh bluestone megalith quarry for Stonehenge. In : Antiquity, levrenn 89, niverenn 348, pp. 1331–1352. Kavet : 18 Gen 25.
  23. (en) Pearson, Michael Parker. Megalith quarries for Stonehenge's bluestones. In : Antiquity, levrenn 93, niverenn 367, pp. 45–62. Kavet : 18 Gen 25.
  24. (en) Alberge, Dalya. Dramatic discovery links Stonehenge to its original site – in Wales @ The Guardian, 12/02/2021. Kavet : 18 Genver 25.
  25. (en) Clarke, Anthony J. I. & al. 'A Scottish provenance for the Altar Stone of Stonehenge @ Nature, 14/08/2024. Kavet : 18 Gen 25.
  26. (en) Pearson, Michael Parker & al. The age of Stonehenge. In : Antiquity, levrenn 81, niverenn 313, 2007, pp. 617-639. Kavet : 18 Gen 25.
  27. "Gwareger Stonehenge" : kelan ur gwareger a voe kavet e 1978 e foz diavaez al lec'hienn ; dre 14C e voe prouet e varvas an den, oadet a 30 vloaz, e-tro 2300 ktJK. Pennoù saezhoù kailhastr ha ur gouhin e maen a wareze e arzorn zo bet kavet en e gichen ; pennoù saezhoù all zo bet kavet en e eskern, ar pezh a laka da soñjal e oa bet lazhet ganto. Gwelit Richards, 2007.
  28. (en) Stonehenge builders travelled from far, say researchers @ BBC News, 09/03/2013.
  29. (en) Legge, James. Stonehenge: new study suggests landmark started life as a graveyard for the 'prehistoric elite' @ The Independant, 09/03/2013.
  30. (en) Nash, David J. & al. Origins of the sarsen megaliths at Stonehenge @ Science Advances, 29/07/2020. Kavet : 18 Genver 25.
  31. (en) Fernie, E.C. (1994). Stonehenge as Architecture. In : Art History, levrenn 17, niverenn 2, pp. 147–159 – DOI:10.1111/j.1467-8365.1994.tb00570.x. Kavet : 18 Gen 25.
  32. (en) Banton, Simon (2014). Parchmarks at Stonehenge, July 2013. In : Antiquity, levrenn 88, niverenn 341, Gwengolo 2014, pp. 733–739 – DOI:10.1017/S0003598X00050651. Kavet : 18 Gen 25.
  33. (en) Witcombe, Christopher. Stonehenge @ Art History. Kavet : 18 Gen 25.
  34. (en) Pearson, Michael Parker. Bronze Age Britain. London : B.T. Batsford, 2005, pp. 63-67 (ISBN 978-0-7134-8849-4)
  35. (en) Skeleton unearthed at Stonehenge was decapitated @ Archeo News, 07/07/2000. Kavet : 18 Gen 25.
  36. (en) Coles, John. Archaeology by Experiment. London : Routledge, 2016, pp. 76-77 (ISBN 978-1-138-81734-0)
  37. (en) ""Stonehenge @ Encyclopedia. Kavet : 18 Gen 25.
  38. (en) Hawkins, Gerald S. & White, John B.. Stonehenge Decoded. New York : Hippocrene Books, 1988 (ISBN 978-0-88029-147-7)
  39. Satter, Raphael G.. UK experts say Stonehenge was place of healing @ USA Today, 22/09/2008[accessdate=18 Gen 25.
  40. Kennedy, Maev. The magic of Stonehenge: new dig finds clues to power of bluestones @ The Guardian, 23/09/2008[accessdate=18 Gen 25.
  41. (en) Pearson, Michael Parker. Stonehenge revealed: Why Stones Were a “Special Place” @ Stonehenge Stone Circle News and Information. Kavet : 18 Gen 25.
  42. (en) Rincon, Paul. Stonehenge boy 'was from the Med' @ BBC News, 28/09/2010. Kavet : 18 Gen 25.
  43. (en) Pappas, Stephanie. Stonehenge a monument to unity, new theory claims @ CBS News, 22/06/2012. Kavet : 18 Gen 25.
  44. 44,0 ha44,1 Johnson, 2008.
  45. (en) Greaney, Susan. Excavation and Restoration: Stonehenge in the 1950s and 60s @ English Heritage, 29/05/2018. Kavet : 18 Gen 25.
  46. 46,0 ha46,1 (en) Cleal, Rosamund (1995). Y and Z holes @ English Heritage. Kavet : 18 Gen 25.
  47. (en) Young, Emma. Concrete Evidence @ New Scientist, 09/01/2009. Kavet : 18 Gen 25.
  48. Richards, 2004.
  49. (en) Layton, Robert & Thomas, Julian. Proposals for a tunnel at Stonehenge: an assessment of the alternatives @ World Archeological Congress, 1999. Kavet : 18 Gen 25.
  50. (en) Chisels once given at Stonehenge @ BBC News, 22/05/2088. Kavet : 18 Gen 25.
  51. (en) Bender, Barbara & Edmonds, Mark. Stonehenge: whose past? What past? @ Tourism Management, Kerzu 1992. Kavet : 18 Gen 25.
  52. (en) Cusack, Carole M. Charmed Circle: Stonehenge, Contemporary Paganism, and Alternative Archaeology. In : Numen, levrenn 59, niverenn 2 & 3, pp. 148-149.
  53. (en) Monaghan, Patricia. Stonehenge by Rosemary Hill. In : Booklist, levrenn 105, niverenn 5, p. 13.
  54. (en)Souvenir hunters vandalise Stonehenge @ The Guardian, 22/05/2008. Kavet : 18 Gen 25.
  55. (en) Stonehenge tunnel: Campaigners raise funds for legal challenge @ BBC, 31/12/2020. Kavet : 18 Gen 25.
  56. (en) Hallam, Mark. Stonehenge: Campaigners lose court challenge to tunnel plans @ Deusche Welle, 20/02/2024. Kavet : 18 Gen 25.
  57. (en) Boobyer, Leigh & Harcombe, Chloe. Stonehenge covered in powder paint by Just Stop Oil @ BBC, 19/06/2024.
  58. (en) (fr) Respect The Stones @ English Heritage.
  59. (en) Kerr, Sarah Stonehenge protest: if you worry about damage to British heritage you should listen to Just Stop Oil @ The Conversation, 21/06/2024. Kavet : 18 Gen 25.
  60. (en)  

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.