Stourm a-enep ur greizenn nukleel e Plougoñ

An Abegoù

kemmañ

E miz Kerzu 1974 e oa ur raktres sevel ur greizenn nukleel e Breizh gant ar stad C'hall. Ouzhpenn Plougoñ a c'helle tapout ar greizenn-se. Ouzhpenn keriadenn beg ar Raz e oa kêrioù Ploueg ar Mor, Gwimaeg, Porzh-Moger, An Ardeven, Frozieg, Pentelloù. Hini Plougoñ en n'eus bet graet ar muiañ a berzh avat.

Nac'het a oa bet gant tud Plougoñ sevel ur greizenn war aodoù beg ar Raz. Padal d'an 30 a viz Genver 1980 e oa bet kaset gant ar stad teuliadoù goulenn da Ti-kêr Plougoñ (anvet enklask a spleterezh publik). Entanet oa bet an teuliadoù-mañ gant an ti-kêr, d'an deiz-se a grogas ur stourm taer hag a badas 6 sizhun.

Serret e oa bet an ti-kêr evit diskouez sklaer d'ar stad e oa tud Plougoñ ha neuze ho politikerien (d'ar mare-se e oa ar maer Jean Mari Kerloc'h) a-enep krenn ar greizenn. Staliet oa bet neuze tiez-kêr anneks e kirriouigoù samm da gentañ penn nepell eus ar gêriadenn. Komprenet e oa bet d'ar mare-se neuze, gant ar bobl en doa ar stad c'hoant mont dreist o ali. Krog a raio neuze ar stourm.

Doareoù stourm

kemmañ

Ar stourm kroget, e oa ret aozañ an traoù. Evel just e oa kalz a baotred war vor (al lodenn vrasañ anezho a oa pe Pesketaer pe er morlu marc'hadourel). Ar merc'hed o deus neuze kroget an traoù dreist holl. Aet int da gomz gant paotred Mari Robin, evit fallaat ho imor. Kac'het e veze just a dal dezho. Komzoù taer a oa gante:

"Ma vo ma merc'h gant un archer eveldoc'h e vo fall an traoù" "Ne faot ket din ma tistoay ma mab d'ar gêr evit lâret din: Mamm ezel on eus an archerion vobil. Kas a rin anezhañ d'an Dir na nog."

Diaes eo bet evit an archerion vobil, lod anezhe o deus graet diwaskadennoù ken diaes e oa endur mont dont ar merc'hed gant o c'homzoù a hed an deiz. Tro 5 eur abardeiz e yae kuit kirri samm an archerion vobil diozuh an tiez kêr anneks. D'an eur mañ e oa an taerañ an traoù. Anvet e veze mare-se an deiz an "oferenn vras". Stourmerien Plougoñv en em strolle war an hent evit teurel maen gant Balisoù war an archerien. Livet e veze dilhad an archerien en ur deurel podoù livaj warno. Feulz e oa an traoù hag evel just e veze taolet doc'hte bombezennoù moged. Da vintin e save ar stourmerien abred kaer evit stankañ hentoù Plogoñv. Lakaet e veze a bep seurt traoù ( otoioù kozh ha mekanikoù labour douar entanet, gwez, maen, hañvouezh stlapet war al leur), Daoust da se e errue an archerien e Plouñgonv, daleet e vezent ha rediet da sevel abred e oant avat. Ur seurt brezel moral a oa ivez.

Evel just e oa manifestadegoù hag harzioù labour un tamm pep lec'h e Breizh, Da skouer gant skolajidi ha liseidi e Kemper( 2500) pe e Brest (1500).

Luganioù sklaer a veze skrivet un tamm pep lec'h: Kaboul Plougoñv = Memes Stourm.

D'an 29 a viz C'hwevrer 1980 oa bet tapet 11 manifester hag un 11 bennak a oa bet gloazet. D'an deiz-se e oa bet taer-mat an traoù hag anvet e vo "Ar Gwener Du" an deiz-se. Taolet e oa bet boutailhadoù entanet war ar fliked. Fachet kaer oa ar stourmerien, c'hoant gant ul lodenn bennak mont da adtapout ar brizonnidi e-pad an noz. Eilmaerez Plougoñv (Amelie Kerloc'h) neuze a lâras: "Greomp eus Plougoñv un enezenn". Ar pal a oa sioulaat an dud ha kenderc'hel ar stourm hep kaout re a dud harzet gant paotred Mari Robin.

Justis damsklaer

kemmañ

Ur justis damsklaer a zo bet e-pad darvoudoù Plougoñv. Da skouer e oa bet harzet Jean Bourdon gant ur pakad all a dud, bac'het eo bet ha laosket da vont er memes devezh avat. E vreur a oa o labourat e lesvarn Naoned, iskis !

D'ar 6 a viz Meurzh 1980 e oa barnet 9 manifester e Kemper. An aotrou Yann Chouq (Breutaer) a embannas teuliad Jean Bourdon e-pad ar varn. War ar seblant e oa direnket tud ar justis dre m'en deus tapet ur c'hastiz 10 devezh hep gellout difenn den erbet. E-maez ar lez-varn e oa 2500 manifester é c'hortoz ar varnadenn.

N'eo ket an darvoud nemetañ en afer-se. D'ar 17 a viz Meurzh 1980 e kendalc'has ar barn. An archerien a oa ganto paperoù bihan e-pad o atersadennoù ar pezh a zo difennet groñs. Lennet e veze gante ar paperig-se evit gouzout petra lâret. Gwashoc'h c'hoazh, tu a oa dezho komz d'an eil d'egile e-pad an abadenn en ur sal all. Ar pezh a roas tu dezho bezañ a-du gant ar pezh a oa ret respont d'ar barner. D'an deiz-se e vo 6000 Manifester é c'hortoz stourmerien Plougoñv, frank e vo an holl dre m'o doa graet ur miz en toull dija.

Lid an trec'h

kemmañ

D'ar 16 a viz Meurzh 1980 e oa 60 000 den e Plougoñv evit lidañ fin an enklask a spleterezh publik. Aet oa skuizh ar Stad. Ul lid bras a oa bet aozet d'ar mare-se e Beg ar Raz. Ar mont e-barzh a oa bet laket da ul lur arouezel evit kaout tu da gontiñ an niver a dud aet e-barzh, D'an 9 a viz Ebrel 1982 e lâras Fañch Mitterand:

"Plogoñ n'eo ket ha ne vo ket em frogramm nukleel"

Echu an traoù neuze hag evit poent n'eus kreizenn nukleel erbet e Breizh. Ha tu vehe lakaat ur stourm ken kreñv da vont hiriv an deiz evit ar memes abegoù ?


Evit mont donoc'h

kemmañ
  • Des pierres contre des fusils - Film savet gant Nicole ha Felix Le Garrec
  • Les pierres de la liberté - Levr gant René Pichavant
  • Plogoff la révolte - Le Signor 1980. Levr kazetennerien war ar 6 sizhunvezh stourm
  • Plogoff, An Arvest, La Révolte de Plogoff - Abadenn dañs ha c'hoariva gant Kelc'h Korriged Is (Douarnenez)