Stratovarius
Sonadeg Stratovarius e festival Tuska Open Air Metal e 2013

Bro orin Helsinki, Finland
Doare(où) Power metal - metal sinfonek - metal nevezklasel
Bloavezhioù oberiant 1985–bremañ
Label(ioù) Edel Music - Nuclear Blast - Sanctuary Records - Noise Records

Izili Timo Kotipelto - Jens Johansson - Lauri Porra - Matias Kupiainen - Rolf Pilve
Izili bet er strollad Timo Tolkki - Jörg Michael - Jari Kainulainen - Antti Ikonen - Tuomo Lassila - Staffan Stråhlman - John Vihervä - Mika Ervaskari - Jyrki Lentonen - Jari Behm
Endro Cain's offering

Stratovarius a zo ur strollad sonerezh power metal finat savet e 1985. A-c'houde o stummadur o deus embannet pemzek albom, pevar DVD ha pemp albom live. Kalz a gemmoù a zo degouezhet a-hed buhez ar strollad gant dispartioù sonerien betek ma oa aet kuit Timo Tolkki e 2008, an ezel diwezhañ eus ar strollad a-orin. Hiziv an deiz eo Timo Kotipelto, arruet e 1994, an hani a zo er strollad abaoe an amzer pellañ.

Da gentañ e oa anvet ar strollad Black Water, krouet e miz Eost 1984 gant ar c'haner ha tabouliner Tuomo Lassila, ar gitour Staffan Stråhlman, hag ar gitour-boud John Vihervä. Goude bezañ adstummet evel Stratovarius e kemmas al line-up o tegemer Timo Tolkki d'erlec'hiañ ezel Black Water Stråhlman hag ober war dro ar c'han ivez. Brasaat a reas ar strollad gant arru soner klavier Antti Ikonen ar bloaz a heul. Evel-se e embannjont o albom kentañ Fright Night e 1989, gant Tolkki skrivager ar c'hanoù. En ur gemm eus meur a c'hitour-boud e teujont a-benn embann o eil albom Twilight Time e 1992 heuliet gant Dreamspace e 1994. D'ar c'houlz-se e mennas Tolkki paoueziñ ober war dro ar c'han o pediñ Kotipelto dont er strollad. Goude embannadur Fourth Dimension e 1995, Ikonen ha Lassila a zo aet kuit ar strollad, erlec'hiet gant Jens Johansson ha Jörg Michael.

Ar stummadur-se gant Kotipelto, Tolkki, Jari Kainulainen, Johansson ha Michael, anavezet bremañ evel "line-up klasel" Stratovarius a bada hir a-walc'h (1995-2005). Er mare-se o deus embannet eizh albom, gant ar c'hanaouennoù brudetañ en o-zouesk betek embann an albom anvet diouzh anv ar strollad: Stratovarius, goude erlec'hiadur Kainulainen gant Lauri Porra e 2005. Aet eo kuit Timo Tolkki war lerc'h bezañ bet a-enep renerezh arzel a oa dibabet evit an albom diwezhañ. Newazh e oa a-du gant an izili all leukel ar wir kenderc'hel en ur miriñ Stratovarius evel anv ar strollad daoust ma ne oa ket ken den ebet a-orin krouidigezh ar strollad. Keuz a zo dezhañ bremañ peogwir e kava eo ar strollad a-vremañ disheñval mik e-keñver ar perzh e oa graet pa oa-eñ e-barzh.

Daoust ma voe start mont war-raok en-dro pa oa aet kuit Tolkki e oa degemeret mat an daou albom a heulie Polaris (2009) ha Elysium (2011) gant ur bern fan a soñja eo an albomoù gwellañ abao dek bloaz zoken. An albomoù-se a oa ar re kentañ graet gant Porra hag ar gitour nevez Matias Kupiainen, hag an holl izili nemet Michael o devoa kemeret perzh gant skrivadur ar c'hanaouennoù. Goude an troiad "Farewell Jörg" e Finland eo aet kuit Jörg Michael rak abegoù hiniennel e 2012. Adal degouezh Rolf Pilve evel tabouliner e oa embannet Nemesis e 2013 hag Eternal e 2015.

Izili ar strollad kemmañ

Izili
Izili bet
  • Timo Tolkkigitar (1985–2008), penngan (1985–1994)
  • Tuomo Lassilatoumperezh (1985–1995)
  • Mika Ervaskari - klavier (1985–1987,[1] died 2005)
  • Jyrki Lentonen – gitar-boud (1985–1990)
  • Antti Ikonen – klavier (1988–1995)
  • Jari Behm – gitar-boud (1989–1993)
  • Jari Kainulainen – gitar-boud (1993–2005)
  • Jörg Michael - toumperezh (1995–2012)
Izili Black Water (1984–1985)
  • Tuomo Lassila – toumperezh, penngan
  • John Vihervä – gitar-boud
  • Staffan Stråhlman – gitar
  • Mika Ervaskari - klavier

Pladennrolladur kemmañ

Albomoù

  • Fright Night (1989)
  • Twilight Time (1992)
  • Dreamspace (1994)
  • Fourth Dimension (1995)
  • Episode (1996)
  • Visions (1997)
  • Destiny (1998)
  • Infinite (2000)
  • Elements Pt. 1 (2003)
  • Elements Pt. 2 (2003)
  • Stratovarius (2005)
  • Polaris (2009)
  • Elysium (2011)
  • Nemesis (2013)
  • Eternal (2015)

Liammoù diavaez kemmañ

  1. Hymn To Life TIMO TOLKKI.