Strizh-mor Juan de Fuca
Strizh-mor Juan de Fuca zo ur strizh-mor war aod kornaouek Norzhamerika. En em astenn a ra adalek ar Meurvor Habask er gornaoueg betek an inizi San Juan er reter, gant Enez Vancouver e Kanada en hanternoz hag al Ledenez Olimpek, e stad Washington er c'hreisteiz er Stadoù Unanet.
Un tremen a bouez eo evit mont d'ar Mor Habask adalek aodoù proviñs British Columbia ha stad Washington. Er reter d'ar strizh-mor emañ ar brec'hioù-mor anvet Strizh-mor Georgia ha Puget Sound. E-kreiz ar strizh-mor e tremen ar vevenn etre Kanada hag ar Stadoù Unanet.
Rann eus | Salish Sea |
---|---|
Anvet diwar | Juan de Fuca |
Stad | Kanada, Stadoù-Unanet |
E tiriad | British Columbia, Washington |
En un takad gwarezet | Dungeness Wildlife Area, Dungeness National Wildlife Refuge, Shipwreck Point Natural Resources Conservation Area |
Daveennoù douaroniel | 48°19′58″N 124°0′10″W |
Staget ouzh | Haro Strait, San Juan Channel, Rosario Strait, Deception Pass, Meurvor Habask |
Anvet e voe diwar anv Juan de Fuca, evit enoriñ ur moraer gresian e servij Spagn hag a gemeras perzh en un ergerzhadenn dre eno e 1592 da glask un hent da c'hoari an dro da Norzhamerika dre Dremen ar Gwalarn. Ergerzhet e voe ar strizh-mor dre ar munud etre 1789 ha 1791 gant Manuel Quimper, José María Narváez, Juan Carrasco, Gonzalo López de Haro ha Francisco de Eliza.