Digeriñ al lañser pennañ
Strizh-mor Torres, leun a inizi

Strizh-mor Torres zo ur strizh-mor etre Aostralia hag enez Ginea Nevez. En em astenn a ra a-hed 150 km pe war-dro, el lec'h strishañ. Er su dezhañ emañ ledenez Kab York, beg norshañ Aostralia. En norzh d'ar strizh-mor emañ Papoua Ginea-Nevez. Er gornaoueg d'ar strizh-mor emañ Mor Arafura hag er reter ar Mor Kouralek.

Anvet eo bet diwar anv ar moraer galizat Luís Vaz de Torres, a ergerzhas an trowardroioù en anv roue Spagn e 1606.

Ur bern inizi zo er strizh-mor, anvet Inizi Strizh-mor Torres. Diwar an 274 anezho ez eus 17 a zo tud o chom enno bremañ.