Stroñs war ar goulenn
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ar stroñs war ar goulenn zo ur variadur dic'hortoz eus ar goulenn hollek, da lâret eo sammad ar bevezadur dibenn, ar postadurioù, an dispignoù publik hag an ezporhiañ. Ar stroñs goulenn zo positivel ma vez kresket ar goulenn, met negativel ma tigresk.
Krouet e vez ar stroñs war ar goulenn diwar fluktuadurioù ekonomikel. Gall' a ra krouiñ un astennadur pe un enkadenn war an ekonomiezh.
Bez e c'hell ar stroñs goulenn kaout orinoù liesseurt :
- kresk ar goproù goude un harz-labour
- kresk an dispignoù publik
Efed ur stroñs war ar goulenn positivel :
- War berrdermen e vo kresket ar produerezh, pignet ar prizioù ha muioc'h a bostoù-labour a vo.
- War hirdermen en do kresk ar prizioù un efed reizhañ war ar goulenn o lakaat anezhañ da zigreskiñ.
Efed ur stroñs war ar goulenn negativel :
- War berrdermen e vo digresket ar produerezh hag ar prizioù met an dilabour a gresko.
- War hirdermen en do digresk ar prizioù un efed reizhañ war ar goulenn o lakaat anezhañ da greskiñ.