Strollad Bavaria
Strollad Bavaria ((de) Bayernpartei, BP) a zo ur strollad disranner bavariat krouet e 1946 hag a zo e bal sevel ur republik Bavaria dizalc'h e-barzh Unaniezh Europa. Kannidi eñ-deus bet er Bundestag etre 1953 ha 1957 hag e landtag Bavaria betek 1962. War zigresk eo bet adalek-se, avat, ha da zister eo bet e bouez er vuhez bolitikel lec'hiel. Andreas Settele eo e brezidant a vremañ.
Istor
kemmañE 1945 e krouas ur bodad a zizalc'hourien vavariat dastumet gant Ludwig Max Lallinger ar Bayerische Demokratische Union. Ne voe ket asantet ar strollad-se gant an aotrounegiezh-zalc'h amerikan, avat, ha d'ar 28 a viz Here 1946 e krouas Lallinger ha Jakob Fischbacher ur strollad nevez : ar Bayernpartei. Kreñvaet e voe gant tud deuet eus ar CSU ha gant reoù arall a c'hoantae distro ar Wittelsbached. Un degad a villadoù ag izili eñ-doa neuze ha pouezus tre e oa er-maez hag er renkadoù-etre. Alois Baumgartner, un penn-bras kozh eus ar CSU a yeas da brezidant.
E raktres, asañtet e 1949, a zo emverour, katolik hengounel, kevredadour, unpennelour hag enep-sokialour. Ne ziforc'he deus ar CSU nemet dre an derez ag amverouriezh a c'houlenn evit Bavaria.
20,9 % ar mouezhioù ha 17 kannad er Bundestag a c'hounezas ar strollad e Bavaria e dilennadegoù 1953. War zigresk ez eas goude-se avat. Kudennoù diabarzh ez eus a-zivout perzh ar relijion gatolik. Ouzhpenn-se e red al lezenn dilennel nevez ar strolladoù da c'hounid 5% ar mouezhioù er vro a-bezh ma fell dezho mont e-barzh ar parlamant kreiz. Divarrek e voe Strollad Bavaria d'hen ober, daoust d'e gevredad gant ar Zentrum. Kollet e voe gantañ tout e gannidi e 1957 ha da zigreskiñ e grogas e gontoù el live bavariat.
Dilennadegoù
kemmañBloaz | Landtag |
Bundestag |
Parlamant Europa |
---|---|---|---|
2018 | 1.7% | ||
2014 | 1.3% | ||
2013 | 2.1% | 0.9% | |
2009 | 0.7% | 1.0% | |
2008 | 1.1% | ||
2005 | 0,5% | ||
2004 | 1,0% | ||
2003 | 0,8% | ||
2002 | 0,1% | ||
1999 | 0,4% | ||
1998 | 0,7% | 0,4% | |
1994 | 1,0% | 0,6% | 1,6% |
1990 | 0,8% | 0,5% | |
1989 | 0,8% | ||
1987 | 0,4% | ||
1986 | 0,6% | ||
1984 | 0,6% | ||
1982 | 0,5% | ||
1978 | 0,4% | ||
1974 | 0,8% | ||
1970 | 1,3% | ||
1969 | 0,9% | ||
1966 | 3,4% | ||
1962 | 4,8% | ||
1958 | 8,1% | ||
1954 | 13,2% | ||
1953 | 9,2% | ||
1950 | 17,9% | ||
1949 | 20,9% |
Liammoù diavaez
kemmañ- (de) Bayernpartei