Strollad Komunour (Nepecerişti)

Ar Strollad Komunour (Nepecerişti) (en roumaneg : Partidul Comuniştilor (Nepecerişti)) a zo anv ur strollad komunour bet krouet e 1996 hag enrollet e Roumania ez-ofisiel e 2006[1], gantañ da Brezidant Gheorghe I. Ungureanu ha da Sekretour Constantin M. Gălbeoru.

An termen nepecerişti a ra dave d'ar fed m'en deus ar Strollad liamm ebet gant tud bet izili eus Strollad Komunour Roumania a-gozh.

Er penn-kentañ e oa bet nac'het gant Lêzvarn Bukarest ebnrollañ ar strollad war digarez met torret e oa bet an diviz-se da c'houde gant Lêzvarn Europa evit Gwirioù Mab-den abalamour d'ar Mellad 11 eus Emglev Europa a-zivout Gwirioù Mab-den hag enrollet e oa bet a-benn ar fin e 2006.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Registrul partidelor politice, Legea Nr. 14/2003. Tribunalul Bucureşti. Accessed 7 October 2006.