Strollad Komunour Gres (marksour-leninour)
Strollad Komunour Gres (marksour-leninour) (e gresianeg: Κομμουνιστικό Κόμμα Ελλάδας (μαρξιστικό-λενινιστικό)) a 'zo anv ur strollad komunour maoour oberiant e Gres. Alies e vez distaget koukoukoulou e gresianeg diwar ar sigloù ΚΚΕ(μ-λ)
Krouet e oa bet KKE(m-l) e miz Kerzu 1976 gant an darn vrasañ eus izili Aozadur Marksourion-Leninourion Gres (OMLG), ur strollad disrannet d'e zro diouzh Strollad Komunour Gres e 1964. Krouet e oa bet Strollad Komunour Marksour-Leninour Gres (ML-KKE) gant an izili all, ar bihan-niver anezhe.
Krouet e oa bet ur strollad all gantañ an hevelep anv (berraet KKE-ML) e miz Kerzu 1974 gant izili aet kuit eus OMLG e 1969. E 1975 e oa bet disrannet e div lodenn adarre gante o-div an hevelep anv hag aet da get o-div bloaz war-lerc'h e 1976.
E 1982 ec'h eas kuit an darn vrasañ eus izili KKE(m-l) abalamour da gudennoù ideologel savt da heul marv Mao Zedong hag adsavouriezh ar gevalouriezh e Sina diouzh un tu hag abalamour da degouezhioiù e diabarzh Gres o tennañ d'ar gouranamant renet warnañ gant PASOK.
Embannet e vez gant KKE(m-l) ur gelaouenn div wezh bep miz anvet Προλεταριακή Σημαία ("Banniel Proletaer").
Disoc'h er mouezhiadegoù
kemmañO-unan:
- Dilennadegoù parlamant Gres Miz Mezheven 1989: 3.361 mouezh (0,05%)
- Dilennadegoù parlamant Gres Miz Kerzu 1989: 3.234 mouezh (0,05%)
- Dilennadegoù parlamant Gres 1990: 2.590 mouezh (0,04%).
A-gevret:
E 1993 en em ezelas KKE(m-l) ouzh ar c'hengevredad Stourm an Tu-Kleiz (Μαχόμενη Αριστερά), a-gevret gant Luskad Komunour Dispac'hel Gres (Επαναστατικό Κομμουνιστικό Κίνημα Ελλάδας; EKKE), Nevez Redenn an tu-Kleiz (Νέο Αριστερό Ρεύμα), Strollad Dispac'hel al Labourerion (Εργατικό Επαναστατικό Κόμμα; EEK):
- Dilennadegoù parlamant Gres 1993: 8.160 mouezh
- Dilennadegoù parlamant Gres 1996: 10.443 mouezh
O-unan adarre:
- Dilennadegoù parlamant Gres 2000: 7.301 votes (0,11%)
- Dilennadegoù parlamant Gres 2004: 10.754 votes (0,15%)
- Dilennadegoù parlamant Gres 2007: 17.541 votes (0,24%).