Strollad Komunour Nepal (Marksour-Leninour-Maoour)
Komunouriezh e Nepal
Pennoù meur
Pennoù meur
Pennoù meur
|
Strollad Komunour Nepal (Marksour-Leninour-Maoour) (e nepaleg:नेपल सम्यबादि पार्ति (मालेमा) a zo anezhañ ur strollad bihan e Nepal savet diwar Strollad Komunour Nepal. Ober a reer outañ ivez Strollad Nepal Samyabadi (MaLeMa) (CPN(Malema)). Anvet e vez ivez Communist Party of Nepal (Krishna Das) dre anv ar Prezidant, Krishna Das Shrestha. Nanda Kumar Prasai eo ar Sekretour Meur.
E 1996 e savas ar strollad a-enep da Feur-emglev Mahakali etre India ha Nepal.
Ezel eus an Talbenn Kleizour Broadel eo SKN(MLM) o c'houlenn groñs e vefe krouet ur Vodadenn-Vonreizhañ a-benn lakaat fin da gudennoù politikel ar vro..