Strollad Komunour Osetia ar Su

Strollad Komunour Osetia ar Su (e ruseg: Коммунистическая Партия Южной Осетии; Kommunisticheskaya Partiya Yuzhnoi Osetii) a zo anv ur strollad komunour oberiant e Osetia ar Su, ur republik emren de facto e diabarzh Republik Jorjia, nann-anavezet gant ar gumuniezh etrebroadel e e diabarzh.

E penn ar Strollad emañ Stanislav Kochiev, kadoriad Parlamant Osetia ar Su war un dro.

Da geñver ar vouezhiadeg evit dilenn Prezidant ar vro bet dalc'het e 2001 ec'h eas gant ar Strollad 24% en tro kentañ ha 40% en eil tro, deuet da vezañ an eil Strollad muiañ-votet da heul Edouard Kokoity.

Da geñver an dilennadegoù evit parlamant Su Osetia bet lidet e 2004 e oa bet tapet gant ar Strollad 24,7% eus ar mouezhioù, gantañ 4 dileuriad diwar 34 en holl.