Strouezheg Saverieg
(Adkaset eus Strouezheg Saffré)
E-pad an Eil Brezel-bed, strouezheg Saverieg a oa ur strouezheg eus Liger-Atlantel en tric'horn zo etre kumunioù Hierig, Enorzh ha Saverieg.
E miz Even 1944 e oa distrujet ar strouezheg-se gant unan eus an taolioù alaman diwezhañ. 350 rezistant yaouank, en o zouez François Macé yaouank a oa 16 vloaz neuze, hep kalz armoù, a zalc'h penn ouzh 2 500 Alaman a-raok tec'het. 27 rezistant serret gant an Alamaned a oa fuzuilhet d'an 29 a viz Even e Kastell la Bouvardière.
Poltredoù
kemmañ-
QG kozh ar strouezheg
-
Bered ar strouezheg
-
Ti-bediñ ar strouezheg
-
Monumant e koun ar strouezheg
Levrlennadur
kemmañ- Le Drame du Maquis de Saffré de A. Perraud-Charmantier, Editions du Fleuve, Nantes 1946
- Soldats de l'Ombre 1939-1944 de Briac Le Diouron