Studiolo Isabella d'Este
Studiolo Isabella d'Este zu ur c'habined marzoù savet evit an dugez Isabella d'Este, e diabarzh palez duged Mantova, da gentañ en estaj nobl pe piano nobile ar c'hastell anvet Castello San Giorgio, ha goude, adal 1523, en ti-annez anvet Corte Vecchia.
Istor
kemmañD'an 12 a viz C'hwevrer 1490 eo e timezas Francesco II di Mantova da Isabella d'Este. Neuze ez eas da chom da gastell Sant Jord (Castello di San Giorgio) Mantova. Eno e oa-hi o chom er piano nobile, nepell diouzh Kambr ar Priedoù livet gant Mantegna). Kempenn a reas-hi daou bezhig eno eviti hec'h-unan. Unan a oa ur studiolo (adalek 1490 moarvat). Eno e tegemere he c'houviidi dirak alegoriennoù livet gant Andrea Mantegna, Perugino, Corregio ha Lorenzo Costa. Ar pezhig all, la grotta (kentañ meneg anezhañ a oa en 1498), a denne d'ur vougev dindan an douar[1].
Dastumet e voe gant Isabella d'Este en e studiolo, hervez giz an amzer e lezioù Italia, traezoù a bep seurt a blije dezhi, hag alegoriennoù urzhiet digant Mantegna. En aner e c'houlennas oberennoù digant Giovanni Bellini, Leonardo da Vinci ha Francesco Francia; ne deuas a-benn da gaout, e 1505, bemet taolenn Perugino, Ar Stourm entre ar Garantez hag an Diorged. Pa varvas Mantegna, ha n'en devoa graet nemet un tamm eus al labour goulennet, eo Lorenzo Costa an hini a gendalc'has gant al labour
Notennoù
kemmañ- ↑ Françoise Viatte, Léonard de Vinci : Isabelle d'Este, RMN, 1999.
Levrlennadur
kemmañ- Alberta De Nicolò Salmazo, Mantegna (1996). Troet e galleg gant Francis Moulinat ha Lorenzo Pericolo (1997), evit an dastumad " Maîtres de l'art", Gallimard Electa, Milan (ISBN 2 07 015047 X)