Sudoku (japaneg: 数独, [sɯːdokɯ] sūdoku) a zo anv ur c'hoari matematik bet ijinet e 1979 er Stadoù-Unanet gant Howard Garns, diwar skouer ar c'harrez latin ha diwar kudenn ar 36 ofiser eus ar matematikour suis Leonhard Euler. Deuet eo da vezañ brudet-meurbet e Japan er bloavezhioù 1986. Anavezet eo en Europa abaoe 2005.

Ur sudoku en ur gelaouenn
Ur gael sudoku
(Diskoulm er gaozeadenn)

Pal ar c'hoari eo leuniañ ur gael isrannet d'he zro e kaelioùigoù dre implijout ur rummad sifroù (pe lizherennoù pe arouezioù) disheñvel, evit ma ne vefe morse muioc'h eget ur wech dre linenn, kolonenn hag iskael. An aliesañ e vez graet gant sifroù a 1 da 9, d'ar mare-se e vez an iskaelioù gant ur stumm karrez, 3x3 hag ar gael vras dre 9x9. Evit kregiñ e vez lakaet atav un nebeud sifroù er gael-mañ'r-gael a-benn loc'hañ gant ar c'hoari (evel er skeudennoù a-zehoù).

Liammoù diavaez

kemmañ
  日本と日本文化のポータル — Porched Japan ha sevenadur Japan • Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'he sevenadur — 日本とその文化についてのページを見つける