Sukarno (6 a viz Mezheven1901 – 21 a viz Mezheven 1970)[1] e oa kentañ Prezidant Indonezia, eus 1945 da 1967. Kavout a reer e anv skrivet Soekarno ivez, hervez doare-skrivañ kozh an indonezeg.

Sukarno
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhIndonezia Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denSukarno Kemmañ
Anv ganedigezhKusno Sosrodihardjo Kemmañ
Deiziad ganedigezh6 Mez 1901 Kemmañ
Lec'h ganedigezhSurabaya Kemmañ
Deiziad ar marv21 Mez 1970 Kemmañ
Lec'h ar marvJakarta Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvkidney failure Kemmañ
Lec'h douaridigezhGrave of Sukarno, Blitar Kemmañ
TadSoekemi Sosrodihardjo Kemmañ
MammIda Ayu Nyoman Rai Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetjavaeg, indonezeg, nederlandeg Kemmañ
Yezh implijet dre skridjavaeg, indonezeg Kemmañ
Place of detentionSukamiskin prison, Banceuy Prison Kemmañ
Kondaonet evittalvoud dianav Kemmañ
Micherpolitiker, art collector Kemmañ
KargPresident of Indonesia, Prime Minister of Indonesia Kemmañ
Bet war ar studi eTechnische Hoogeschool te Bandoeng Kemmañ
Bet studier daOemar Said Tjokroaminoto Kemmañ
Deroù ar prantad labour1925 Kemmañ
Strollad politikelIndonesian National Party Kemmañ
RelijionIslam Kemmañ
Perzhiad eAsian–African Conference Kemmañ
Ezel eusBandung Study Club Kemmañ
Ideologiezh politikelPancasila Kemmañ
Sukarno

Ur plas bras en doa Sukarno el luskad evit dizalc'hiezh Indonezia. Unan eus renerien an emsav broadel e oa, en amzer ma oa renet Indonezia gant an Izelvroioù. E-pad e studioù e savas, asambles gant studierien all, ar Partai Nasional Indonesia, e 1927. Meur a vloaz a dremenas en toull-bac'h abalamour d'e oberiantiz politikel ha dieubet e voe gant Japaniz pa voe aloubet broioù gevred Azia ganto e-pad an Eil Brezel-bed.

E dibenn ar brezel, e miz Eost 1945, e voe embannet dizalc’hiezh ar vro gant broadelourien Indonezia, renet gant Sukarno. Klask a reas an Izelvroioù adtapout o beli war ar vro hag e-pad pevar bloaz e voe bec’h etre broadelourien Indonezia hag ar gouarnamant izelvroat, gant emgannoù ha kendivizoù tro-ha-tro. A-benn ar fin e voe anavezet dizalc’hiezh Indonezia gant an Izelvroioù e miz Kerzu 1949.

Dont a reas Sukarno da vezañ Prezidant Indonezia d’an 18 a viz Eost 1945 ha chom a reas e penn ar vro betek ma roas e zilez d’an 12 a viz Meurzh 1967. E-unan e renas ar vro, ha disfiziout a-bep-eil diouzh ar gomunourien, diouzh an arme ha diouzh an islamourien. Gwanet e voe e c’halloud gant darvoudoù an 30 a viz Gwengolo 1965, pa voe lazhet c’hwec’h jeneral eus an arme gant, war a lavarer, iriennourien eus Strollad Komunour Indonezia (PKI) a glaske kemer ar galloud. Respont a reas an arme, renet gant ar jeneral Suharto dre lazhañ ur bern tud, komunourien ha tud kontet da vezañ a-du ganto. Krediñ a reer e voe lahzet etre 500 000 hag ur milion a dud[2]. Adalek ar mare-se, daoust ma kendalc’has Sukarno da vezañ prezidant, war baper, e oa an arme a oa e penn ar vro. E zilez a roas Sukarno d’an 12 a viz Meurzh 1967 ha gant Suharto e voe kemeret e lec’h. Chom a reas Sukarno en e di, dindan evezh ar polis, betek e varv.

E verc’h, Megawati Sukarnoputri, a oa bet prezidantez Indonezia etre 2001 ha 2004.

Notennoù

kemmañ
  1. Biografi Presiden Perpustakaan Nasional Republik Indonesia
  2. Indonésie 1965, mémoire de l’impunité, Le Monde diplomatique, Kerzu 2015, p. 11

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.