Sulli
Choi Jin-ri, ganet d'an 29 a viz Meurzh 1994 hag aet da Anaon d'ar 14 a viz Here 2019, Sulli diouzh hec'h anv micher, a oa un aktourez, kanerez ha topmodel sukorean. Sulli he doa komañset evel aktourez pa oa-hi bugel, gwelet e oa bet en drama istorel Ballad of Seodong (2005) war ar chadenn SBS. Goude-se e oa bet gwelet e rolloù a-eil lies, e filmoù skinwel evel Love Needs a Miracle (2005), Vacation (2006), ha Drama City (2007). Gwelet eo bet ivez e filmoù dieub evel Punch Lady (2007) ha BA:BO (2008).


Sulli zo deuet da vezañ brudetoc'h-brudetañ gant an amzer. Un arouez e oa eus sevenadur Korea ar Su, deuet e oa da vezañ hec'h anv an hini a veze klasket ar muiañ war Google e Sukorea e 2017, dirak ar brezidantez Moon Jae-in.
Adkavet eo bet marv d'ar 14 a viz Here 2019 en he zi. Hervez ar polis ez eo un emlazh. Oadet e oa a 25 bloaz.