Susan Wojcicki
Susan Diane Wojcicki, ganet d'ar 5 a viz Gouhere 1968 hag aet da Anaon d'an 9 a viz Eost 2024, a oa ur vaouez a aferioù stadunanat bet penn oberiant YouTube eus 2014 betek 2023. En holl e istimer e oa he glad ken uhel ha 765 milion $ e 2022.
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Anv e yezh-vamm an den | Susan Wojcicki |
Anv-bihan | Susan, Diane |
Anv-familh | Wojcicki |
Deiziad ganedigezh | 5 Gou 1968 |
Lec'h ganedigezh | Santa Clara |
Deiziad ar marv | 9 Eos 2024 |
Lec'h ar marv | Palo Alto |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | non-small-cell lung carcinoma, krign-bev ar skevent |
Tad | Stanley Wojcicki |
Mamm | Esther Wojcicki |
Breur pe c'hoar | Anne Wojcicki, Janet Wojcicki |
Pried | Dennis Troper |
Familh | Wojcicki family |
Yezh vamm | saozneg |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Micher | den a aferioù, manager |
Tachenn labour | armerzh |
Implijer | |
Karg | chief executive officer |
Bet war ar studi e | University of California, Santa Cruz, UCLA Anderson School of Management, Skol-veur Harvard, Harvard College, Gunn High School |
Affiliation string | YouTube Inc., YouTube |
Perzhiad e | World Economic Forum Annual Meeting 2016, World Economic Forum Annual Meeting 2020 |
Prizioù resevet | Forbes list of The World's 100 Most Powerful Women |
Wojcicki he devoa labouret evit greanterezh an deknologiezh e-pad 20 vloaz. Kroget e oa en ur labourat evit Google e 1998 pa oa bet o feurmiñ e-pad un nebeud mizioù ur c'harrdi evel burev da grouerien an embregerezh. Bet e oa bet o labourat evel penn marketing Google e 1999, ha goude-se e oa penn ar bruderezh enlinennn hag ar servij video evit an embregerezh. Heuliet he doa berzh bras YouTube, ha kinniget he devoa da Google prenañ an embregerezh; ar pezh a oa bet graet evit 1,65 miliard $ e 2006. Lakaet e oa bet CEO YouTube e 2014, ha chomet e oa war ar post betek miz C'hwevrer 2023.