Suzana hag ar gozhidi
Suzana hag ar gozhidi (pe Susanna e i vecchioni hervez an anv italianek), pe Suzana o kibellat, zo anvioù un toullad taolennoù gant livourien veur (eus Italia dreist-holl er XVIvet kantved bepred) diwar-benn mojenn Suzana, ur vaouez eus ar Bibl.
An istor
kemmañAwenet int holl gant ar gontadenn a zo e Levr Daniel, unan eus levrioù an Testamant Kozh. Ur seurt romant-polis eo an istor.
Daou gozh eus ar c'hornad, a oa troet o spered gant Suzana, gwreg ur yuzev pinvidik, a guzhas er jardin ma oa-hi kustum da gibellat en he noazh. Hag i neuze d'he gourdrouz ha da lavarout e ranke o lezel da gemer o c'hoant rak panevet da se e tamallfent anezhi da vout avoultrerez, pezh a dalve kement ha kastiz ar marv.
Nac'h plegañ dezho a reas Suzana, hag an daou gozh kuit. Nemet derc'hel d'o ger a rejont.
Barnet e voe ar wreg ha kondaonet d'ar marv, met dont a reas Daniel (ur profed en Testamant Kozh) d'he sikour, ha prouiñ a reas e oa ganti e oa ar wirionez.
Al livadurioù
kemmañSetu al livadurioù muiañ anavezet.
Taolennoù
kemmañPep a daolenn zo bet graet gant an dud-mañ:
Er XVIvet kantved
kemmañ- gant Pinturicchio er Vatikan, a-raok 1513
- gant Lorenzo Lotto e 1517
- gant Albrecht Altdorfer e 1526
- gant Jacopo Tintoretto e 1560, gwelout Suzana hag ar gozhidi (Tintoretto)
- gant Alessandro Allori e 1561, bremañ e Mirdi Dijon
- gant Jacopo da Ponte e 1571
- gant Domenico Tintoretto
- gant Paolo Veronese, Louvre, Pariz
- gant Lodovico Caracci
- gant Jan Massijs
-
Suzana o kibellat, gant Lorenzo Lotto, e 1517
-
Suzanna o kibellat gant Albrecht Altdorfer, 1526, Alte Pinakothek, München. Amañ ne weler ket Suzana o walc'hiñ muioc'h eget he zreid.
-
Jacopo da Ponte, 1571
-
Suzana hag ar gozhidi, gant Jan Massijs
Er XVIIvet kantved
kemmañ- gant Pieter Paul Rubens e 1607-1608, gwelout Suzana hag ar gozhidi (Rubens).
- gant Anthonis van Dyck
- gant Rembrandt
- gant Domenichino
- gant Johann Spillenberger
- gant Artemisia Gentileschi, a savas teir zaolenn diwar ar vojenn
- gant Lucas Vorstermann
- gant Jacob Jordaens
- gant Mattia Preti (1613-1699)
En XVIIIvet kantved
kemmañ- gant Giovanni Battista Tiepolo
- gant Guercino
- gant Bartolomeo Altomonte
- gant Massimo Stanzione
- gant Giovanni Battista Pittoni
- gant Jean-François de Troy
- gant Carle Van Loo
- gant Sebastiano Ricci, a reas div daolenn
-
Jean-François de Troy, 1727
En XIXvet hag XXvet kantved
kemmañ- gant Francesco Hayez
- gant Franciszek Zmurko
- gant Lovis Corinth, a reas div daolenn
- gant Franz von Stuck, a reas teir zaolenn
Taolennoù all
kemmañ- Daou livour da vihanañ o deus graet pep a deir zaolenn: Artemisia Gentileschi er XVIIvet kantved, ha Franz von Stuck en XXvet.
- Daou all o deus graet div: Sebastiano Ricci en XVIIIvet kantved, ha Lovis Corinth en XXvet.
Livadurioù Artemisia Gentileschi
kemmañTri livadur zo bet graet gant Artemisia Gentileschi, hag a c'haller gwelout ivez e Roll livadurioù Artemisia Gentileschi.
- ul livadur graet e 1610, a zo bremañ e Pommersfelden, en Bavaria, en Alamagn), hag a c'haller gwelout er pennad gouestlet d'al livourez
- ul livadur graet e 1622, e Stamford, Lincolnshire, e Bro-Saoz
- ul livadur graet e 1649, bremañ e Brno.
-
Suzana hag ar gozhidi, 1610, Dastumad Schönborn, Pommersfelden
-
Suzana hag ar gozhidi, 1622
Livadurioù Sebastiano Ricci
kemmañDiv daolenn zo bet graet gant Sebastiano Ricci en XVIIIvet kantved: unan diwar-benn Suzana hag ar gozhidi, eben diwar-benn ar prosez, anvet Suzana ha Daniel.
-
Suzana hag ar gozhidi, gant Sebastiano Ricci
-
Suzana ha Daniel, gant Sebastiano Ricci
Livadurioù Franz von Stuck
kemmañTeir zaolenn zo anavezet gant Franz von Stuck
-
1904
-
1913
-
1913
Livadurioù Lovis Corinth
kemmañDiv daolenn a voe graet gant al livour alaman.
-
Suzana o kibellat, gant Lovis Corinth, 1890
-
Suzana hag ar gozhidi, gant Lovis Corinth, 1923, Hannover
Disheñvelderioù en taolennoù
kemmañA-wechoù ne ziskouez al livour nemet Suzana o kibellat, hep he spierien. Da neuze ne vez nemet un digarez da ziskouez korf ur vaouez.
Alies e vez gwelet ar gozhidi o sellout outi e kuzh pe o klask he gwallañ. Skrijusoc'h e c'hall bezañ al livadur neuze.
Raloc'h eo an taolennoù diwar-benn ar prosez el lez-varn da c'houde.