Swaefred a voe roue Essex asambles gant e vreur Sigeheard Essex. E 705 o devoe bec'h gant Ine Wessex pa rojont repu da enebourien dezhañ. E sinod Brentford e plegjont d'o c'has kuit eus Essex en eskemm da surentez ar rouantelezh. Istor ren Swaefred a zo anavezet fall ha n'eo ket sklaer hag-eñ e renas asambles gant e vreur betek e varv e 709 pe hag-eñ e varvas araozañ.

En e raok 
Sebbi
Roue Essex War e lerc'h
Offa