Ur pennad Syzygy (Pohl) zo ivez.

Syzygy[1] (Sizigiezh) a zo ur romant skiant-faltazi saoznek savet gant ar skrivagner breizhveuriat Michael G. Coney (1932-2005), embannet e 1973 gant Ballantine Books (New York).

An doare gallek

kemmañ

Troet e oa bet e galleg gant Georges H. Gallet (1902-1995) ha skeudennaouet golo al levr gant Bruce Pennington (1944-). Embannet e voe gant Albin-Michel (Syzygie an titl anezhañ)[2] e-kerzh eil trimiziad 1975 : gant an oberenn-mañ eo e krogas an dastumad Super-Fiction[3], renet gant Gallet ha Jacques Bergier (1912-1978).

An danvez

kemmañ

Ar blanedenn Arcadia he deus c'hwec'h loarenn, amestezioù ezkreizadel da bep hini anezho. Bep daou vloaz ha hanter-kant ec'h en em gavont : ar c'hejadur-mañ — ur sizigiezh — a vez pennkaoz da vareoù-mor ramzel ha gwastus. Gwashoc'h 'zo avat...
Lakaet e vez diaes annezidi Arcadia ivez, en un doare iskis, gant galloud amreizh dedennerezhioù kenaozet ar c'hwec'h loarenn. N'eus nemet kant tregont vloaz ma oa bet trevadennet ar blanedenn ha warni nebeut a dud gouest da zerc'hel soñj eus ar pezh a oa tremenet evit gwir e-kerzh ar sizigiezh diwezhañ — daou vloaz ha hanter-kant abretoc'h. Hag evit ar re all, kozh a-walc'h da gaout soñj eus an darvoudoù, e tiskouezont bezañ amlavar.
Hag emañ o tostaat ar prantad m'en em gavo ar c'hwec'h loarenn adarre...

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Ur romant saoznek all, heñvel an titl anezhañ, a voe savet gant ar skrivagner stadunanat Frederik Pohl (1919-2013) hag embannet e miz Kerzu 1981.
  2. (fr) Syzygie el lec'hienn nooSFere.
  3. Embannet e voe seizh levr ha hanter-kant all betek 1983, Homo divisus titl an hini diwezhañ.