T-20 Komsomolets

doare traktour kanolierezh

An traktour hobregonet T-20 Komsomolets (rusianeg: Bronirovannyy gusenichnyy tyagach Komsomolets T-20), a oa un traktour hobregonet raouiet. An T-20 a oa ur c'harbed sachañ diazez eus an Unvaniezh soviedel e-kerzh Brezel ar Goañv hag an Eil Brezel-bed.

traktour hobregonet T-20 Komsomolets
vehicle model
Iskevrennad eustraktour kanolierezh Kemmañ
BrezelEil Brezel-bed Kemmañ
Anvet diwarKomsomol Kemmañ
Bro orinUnaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel Kemmañ
ManufacturerZiO-Podolsk Kemmañ
Treset gantNAMI Kemmañ
Lakaet er servij1937 Kemmañ

An T-20 a oa bet ijinet e 1936 en Uzin Ordzhonikidze niverenn 37 e Moskov. Savet e oant bet etre 1937 ha 1941 en uzin Nnn. 37, met ivez en STZ hag er GAZ.

An traktour a oa bet savet evit sachañ pezhioù kanolierezh skañv evel ar c'hanol enep tankoù 45 mm M1937 hag ar mortez ponner 120mm. An traktour a c'helle sachañ ar c'hanolioù gant nebeut munisionoù ouzhpenn-se, lakaet e boestoù koad ha war ur fust, gant betek 6 bourzhiad. A-wechoù e oa daou fust, evit dezougen muioc'h a munisionoù.

Implij er stourm

kemmañ

Ar C'homsomolets T-20 a oa un traktour evit an dezougen diazez, met un nebeut karbedoù a oa bet implijet memestra en emgann e 1941. An traktour a oa implijet a-benn neuze evel tankette.