An T-28 a oa un tank etre soviedel gant meur a douribell. Ar pimpatrom a oa bet echuet e 1931, ha kroget ar broduerezh e fin 1932. Pal pennañ an tank-se a oa bezañ un harp tan d'an droadegiezh evit treuziñ linennoù difenn kreñvaet an enebourien. Tres an T-28 a oa bet soñjet evel klokadur an T-35 ponner (gant meur a douribell ivez). An doare tankoù-se ne oant ket bet un araokadenn anat en emgannoù, met ur bazenn bouezus e voent evit an ijinourien soviedel a-fed tresoù an tankoù a voe savet goude-se. Un heuliad mennozhioù ha diskoulmoù nevez hag a oa bet arnodet war an T-28 a voe adkemeret ha gwellaet evit an tankoù nevez.

T-28 (tank)
doare karbed stourm
Iskevrennad eusTank etre Kemmañ
BrezelEil Brezel-bed Kemmañ
Heuliet gantT-34 Kemmañ
Bro orinUnaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel Kemmañ
Manufactureruzin Kirov Kemmañ
Powered byV engine Kemmañ
Lakaet er servij1933 Kemmañ
Tennet eus ar servij1945 Kemmañ
Un tank T-28