TVR

Chadenn tele lec'hel e Bro-Roazhon

TV Rennes 35 a zo ur chadenn skinwel lec'hel bet ganet e miz Meurzh 1987 gant an anv TV Rennes. E penn kentañ ar bloavezh 2007 eo bet kemmet an anv evit dont da vezañ an hini a anavezer hiziv an deiz.

Pa 'voe kroget ganti e oa deuet Prezidant ar Republik, ar chadenn lec'hel gentañ krouet e Frañs eo[1]. Ar chadenn a oa skignet tro-dro da Roazhon dre ar fun en orin. Hiziv eo posupl sellet outi en Il-ha-Gwilen a-bezh, war ar rouedad analogel ha niverel doarel (canal 20 an TNT). TV Rennes 35 a zo deuet da vezañ ur chadenn departamantel.

TV Rennes 35 he deus programmoù a zo evit an holl, dre-se he deus un deglev bras a-walc'h war an departamant[2],[3]

Ar budjed a vez dalc'het gant ar strollad Ouest-France, ar Crédit mutuel de Bretagne, Kuzul departamant Il-ha-Gwilen hag an embregerezh en deus e grouet, Rennes Cité Média. N'eo ket trawalc'h an arc'hant gounezet dre ar c'henwerzhel evit derc'hel ar raktres c'hoazh.

Abaoe e grouidigezh e krou TV Rennes 35 liammoù ouzh France 3, Radio France ha Ouest-France. E obererezhioù hag e diorroadur a zo ivez liammet ouzh chadennoù lec'hel all.

Programmoù

kemmañ

5 tem pennañ a gaver :

  • ar c'helaouiñ;
  • ekonomiezh, sokial ha politikerezh ;
  • ar sevenadur ;
  • ar sport ;
  • ar geodedouriezh.

Kempouez eo dasparzh an eurvezhioù war ar 5 tem.

Alies he deus tro ar chadenn da vont war an dachenn, e-pad meur a zevezh, pa vez darvoudoù ekonomikel pe sevenadurel pouezus evit Roazhon ha tro war-dro. D'ar mare-se e vez graet an abadennoù reoliek war-eeun eus al lec'h.

Abaoe an distro 2007, ez eus abadennoù e brezhoneg war TV Rennes 35, skignet e vez un abadenn brezhonek dre sizhun. 4 programm disheñvel a vez skignet pep hini d'e dro, bep meurzh (hag adskignet e-pad ar sizhun ha war lec'hienn ar chadenn) : Urban Breizh, un abadenn sonerezh ha sevenadur, kinniget gant Gwenvael Jéquel, Webnoz, un abadenn hollek, kinniget gant Lionel Buannic, Leurenn BZH, ur sitcom fentus ha Strak, hag un abadenn a ginnig kêrioù Breizh, kinniget gant Lena ha Marion.

En distro 2008 ez eus bet kreñvaet ar c'hementad abadennoù brezhonek skignet gant ar chadenn.

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù ha daveoù

kemmañ
  1. [1] Conseil Supérieur de l'Audiovisuel
  2. http://www.les1000delouest.com/actualites/default.asp?t=M&id=436 (fr)
  3. http://tvlocales.typepad.fr/mon_weblog/2009/07/tv-rennes-.html Studiadenn an deglev(fr)
  Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.