Tablezennoù Pyrgi
Teir zablezenn aour kavet e dismantroù un azeuldi e Pyrgi, ur porzh kozh e-kichen ar gêr etrusk Kaere eo Tablezennoù Pyrgi'. E fenikieg hag en etruskeg ez int bet skrivet ha deskrivañ a reont un dedi graet gant roue Kaere, Thefarie Velanias, d'an doueez Astarte.
An destenn hirañ en etruskeg bet kavet eo hag ur gwall rikour eo bet evit digejañ ar yezh-mañ. Sklêrijennañ a ra ivez an darempredoù etre ar Fenikiz hag an Etrusked er 6ed kantved kent Jezuz-Krist ha reiñ a ra ur c'henarroud d'un frazenn Polybius diaes da gompren a-zivout ur feur-skrid etre Roma ha Kartada e 505 kent Jezuz-Krist.
Er Mirdi Broadel Etrusk Villa Giulia emañ, e Roma
An destenn fenikianek
kemmañ- L-rbt l-‘štrt.
- D'an Intron Astarte
- ’ŝr qdš ‘z, ‘š p‘l, w-’š ytn Tbry’ Wlnš mlk ‘l Kyšry’.
- Ar plas sant eo. Graet ha roet e oa gant Thefari Velanias a reol ar Gaeriz
- B-yrħ zbħ Šmš, b-mtn’ b-bt, wbn tw.
- E-pad miz an aberzh d'an heol, evel ur roadenn en azeuldi e savas un aedikula
- K-‘štrt ’rš b-dy l-mlky šnt šlš, b-yrħ Krr, b-ym qbr ’lm
- Rak Astarte he doa e savet da ren e-pad tri bloavezh er miz-c'hurvar, da zeiz interamant an doueez
An destenn etruskek
kemmañ- Tablezenn gentañ:
- Ita tmia ica-c heramašva vat-ieχ-e Uni-al Astre-s, θem-iasa meχ θuta.
- Θefariei Velianas sal cluvenia-s tur-uc-e.
- Muni-s ta-s θuva-s tamer-es ca ilacv-e tuler-as-e.
- Nac ci avil χurvar, tešiam-ei tal-e, ilacv-e alš-as-e.
- Nac atran-es zilac-al, sel-ei tala acnaš-ver-s.
- Itan-i-m heramv-e, avil en-iac-a pulumχva.
- Eil tablezenn:
- Nac Θefarie Veliiunas θam-uc-e cleva etan-al Masan tiur, Uni-as šel-ac-e.
- Vacal tmia-l avilχva-l am-uc-e pulumχva snuia-φ.