Tafarn-y-Gelyn
Tafarn-y-Gelyn zo ur gêriadenn vihan e reter Sir Ddinbych, e Kembre. Emañ war an hent etre Yr Wyddgrug, er reter, ha Rhuthun, er gornaoueg.
Er gornaoueg da Dafarn-y-Gelyn emañ Bryniau Clwyd, gant ode Bwlch Pen Barras (551 m), etre Moel Famau ha Moel Fenlli. Dre an ode-se e tremene an dud da vont eus Dyffryn Clwyd da'r Wyddgrug gwechall, a-raok ma vefe bet savet un hent nevez, an A94.