Taifa Albarracín
Taifa Albarracín, pe Sahla, a oa un taifa bihan, en-dro da gumun Albarracín (hiriv en Aragon, e proviñs Teruel), ha d'ar menezioù amezek, gant an tiegezh berber Banu Razín, eus ar meuriad Hawwara, erruet e Ledenez Iberia gant aloubadeg Tariq ibn Ziyad ha diazezet en Córdoba en VIIIvet kantved. Padout a reas eus 1012 betek 1104.
E 1167, pa oa brezel etre an Almoravided hag ar Galifiezh almohad, e laoskas ar roue Muhammad ibn Mardanis (lesanvet ar Roue Laer), Taifa Albarracín gant ur gwaz da Sancho VI Navarra, un den a ouenn uhel eus Lizarra anvet Pero Ruíz d'Azagra. Roet e voe an titl dezhañ abalamour d'e skoazell da gurunenn Navarra a-enep Alfonso VIII Kastilha hag Alfonso Iañ Aragon, lesanvet el Batallador.
Roll an emired
kemmañ- Hudayl Djalaf 'Izz ad-Dawla: 1012-1045
- Abu Marwan Abd al-Malik: 1045-1103
- Yahya Husam ad-Dawla: 1103-1104