Taifa Murcia a oa un taifa en al-Ándalus, e Ledenez Iberia e dibenn kalifiezh Córdoba adalek 1010. Aloubet e voe gant armeoù rouantelezh Kastilha war-dro dibenn ar Reconquista.

 
Moger arab Murcia, lakaet sevel gant ar roue Lobo. XIIvet kantved.

Er bloaz 713, daou vloaz goude an aloubadeg arab en Iberia, edo an emir Abd al-Azizo ren e gevred al ledenez. Ar c'hont vizigot Teodomiro, a oa gouarnour ar broviñs, a godianas, hag a viras emrenerezh dre baeañ un truaj. En emglev Teodomiro e oa 7 kêr : Orihuela, Alicante, Begastri, Mula, Lorca, Elche ha Villena. An douar emren-se eo a voe anvet Tudmir (arabekadur an anv Teodomiro), ma teuas da vout kora en emiriezh. Distabil e oa emiriezh Córdoba (entre 754 ha 929) ha bec'h a veze entre árabed ha vizigoded kristen, ma voe diskaret kêr Eio, ha kaset an dud anezhi, gant Abderramán II, emir al-Ándalus, eus Eio da Mursiya (kêr Murcia hiriv) en Ebrel 825.

E-pad ar galifiezh, entre 929 ha 1031, e kreskas hag e pinvidikaas Mursiya, ma teuas da gaout pouez e stad al-Ándalus.

Kentañ taifa (XIvet kantved): ar Banu Tahir, Ibn Ammar hag Ibn Rasiq

kemmañ
 
An taifaoù e 1037, ma weler kentañ Taifa Murcia

Eus Orihuela e teue ar sklav, en- ofisiel, Jairán, a gemeras Murcia war-dro 1012-1013, hag Almería bloaz goude, ma kasas e lez, o lezel ur gouarnour en Murcia, anvet Zuhaír. Pa varvas Jairán, en 1028, e teuas Zuhaír da Almería, o lezel ivez gouarnourien en Murcia, ha dreist-holl an tiegezh Banū Tāhir, stag ouzh Taifa Almería.[1]

Koulskoude, n'eo nemet en XIvet kantved e teuas Murcia da vezañ kêr-benn un taifa dizalc'h.[2] Dindan Abu Abd al-Rahman Ibn Tahir e oa bet staget Murcia ouzh Taifa Valencia, ha kouezhet e oa an taifa etre daouarn Taifa Toledo.[2], ha neuze e teuas Murcia a-benn da vezañ dizalc'h da vat. Da get ez eas ar stad-se e 1078 pa zegouezhas arme roue taifa Sevilla, Al-Mutamid e Murcia.

Ur wech kemeret Taifa Murcia, setu ar vizir Al-Mutamid, Ibn Ammar, rener an droiad-vrezel ha gouarnour nevez Murcia da gemer an titl a roue, ha troc'hañ krenn e zarempredoù gant taifa Sevilla. Ne badas ket pell e ren avat, rak kregiñ a reas d'ober dispignoù bras ken e kollas harp ar bobl. Ibn Rašiq (jeneral dindan Al-Mutamid) a oa e penn enebourion Ibn Abmmar, ken e rankas ar roue kaezh tec'hel diouzh kêr da repuién da Taifa Toledo en 1080.

Renerien

kemmañ

Kartennoù

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Patrom:Cita libro
  2. 2,0 ha2,1 Rodríguez Llopis, pag. 53