Takson Lazar
Un takson Lazar a zo un termen implijet e paleontologiezh evit ober anv eus ur spesad aet da get e renabl ar c'harrekaennoù ha deuet en-dro war-wel diwezhatoc'h.
Gallout a ra c'hoarvezout abalamour pe d'un diouer a garrekaennoù adkavet pe d'ur steuziadur lec'hel eus ar spesad adtrevadennet al lec'h gantañ diwezhatoc'h.
Graet e vez ivez eus takson Lazar en amzer a-vremañ pa veneger spesadoù a soñjed e oant aet da get e-pad bloavezhioù pe degadoù hag addizoloet hiniennoù anezhe diwezhatoc'h.
Spesadoù addeuet war-wel
kemmañStlejviled
kemmañ- jeko kribennek (Rhacodactylus ciliatus)
Bronneged
kemmañ- gwiñver-nij gloanek (Eupetaurus cinereus)
- posom Leadbeater (Gymnobelideus leadbeateri)
- plaver Queensland (Petaurus gracilis)
Evned
kemmañ- morilhon Madagaskar (Aythya innotata),
- barged Kuba (Chondrohierax wilsonii),
- barged kolier gwenn (Leptodon forbesi),
- fazan Edwards (Lophura edwardsi),
- Pterodroma cahow,
- satanig Zeland-Nevez (Oceanites maorianus),
- takahe (Porphyrio hochstetteri),
- timadell Jerdon (Rhinoptilus bitorquatus).