Takuma Nishimura (西村 琢磨, Nishimura Takuma), ganet d'an 12 a viz Gwengolo 1889 e Prefedelezh Fuluoka hag aet da Anaon d'an 11 a viz Even 1951 e Manus Island, Tiriad Papoua Ginea-Nevez, a oa ur jeneral armead e Lu Impalaeriezh Japan e-pad an Eil Brezel-bed. Goude kodianidigezh Japan e voe barnet gant Breizh-Veur ha gant Aostralia ivez goude-se evit torfedoù-brezel. Krouget e voe goude bezañ bet lakaet da gablus. Hiziv-an-deiz c'hoazh n'eo ket sklaer anat daoust hag eo eñ a roas an urzhioù evit lazhadegañ prizonidi brezel pe daoust hag e oa bet torfedoù soudarded diurzh.

Takuma Nishimura