Talbenn ar Bobl (Spagn)

Logo Talbenn ar Bobl Bro-Spagn
Banniel Talbenn ar Bobl Bro-Spagn

Talbenn ar Bobl (spagnoleg: Frente Popular) a oa ur c'hevread strolladoù politikel e-pad an Eil Republik spagnol. Savet e oa bet e miz Genver 1936 gant meur a strollad politikel eus an tu kleiz ha tu kleiz pellañ. Penn diazez ar c'hevread e oa Manuel Azaña hag ar pal a oa kemer perzh e dilennadegoù ar bloavezh 1936. E Katalonia ha Kumuniezh València a-vremañ, anv ar c'hengevread a oa Front d'Esquerres (e katalaneg e talveze Talbenn an tu kleiz).

Kartenn propaganda gant Manuela Ballester evit reiñ c'hoant d'ar merc'hed da votiñ evit ar Frente Popular e 1936