Talibaned

(Adkaset eus Taleban)

An Dalibaned pe Taliban (pachtoueg : طالبان [ṭālibān], « studierien » pe « klaskerien ») a zo ul luskad islamour sunnit armet oberiant en Afghanistan hag e Pakistan abaoe miz Here 1994. Renet eo gant Haibatoullah Akhoundzada, komandour ar gredennourien eus Emirelezh Islamek Afghanistan, en ur mod ofisiel abaoe ar 15 a viz Eost 2021, goude bezañ disklêriet kement-se d'ar 25 a viz Mae 2016. E 2017 e oa braskontet 200 000 stourmer en o zouez.

Talibaned
aozadur sponterezh, luskad politikel, urzhiadur milourel, aozadur relijiel, aozadur politikel
Tachenn obererezhioùreligious congregations and associations Kemmañ
Deiziad krouiñ1994 Kemmañ
Anv er yezh a orinطالبان Kemmañ
RelijionIslam sunnit Kemmañ
Designated as terrorist byStadoù-Unanet Kemmañ
BrezelAfghan conflict, Republican insurgency in Afghanistan Kemmañ
DiazezerMohammed Omar, Abdul Ghani Baradar Kemmañ
Den e penn an aozadurAmir al-Mu'minin Kemmañ
PrezidantMohammed Omar, Akhtar Mansour, Hibatullah Akhundzada Kemmañ
StadAfghanistan Kemmañ
Political alignmentright-wing extremism Kemmañ
Lec'h diazezKandahar Kemmañ
Sez sokialAfghanistan, Pakistan, Katar Kemmañ
Bro orinAfghanistan Kemmañ
Darvoud-alc'hwez2021 Taliban offensive, Fall of Kabul (2021) Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://alemarahenglish.af/ Kemmañ
HashtagTaliban Kemmañ
Banniel (deskrivadur)flag of the Taliban Kemmañ
Dedennet gantsharia Kemmañ
Political coalitionPakistan Kemmañ
Rummad evit an iziliCategory:Taliban members Kemmañ
Banniel an Dalibaned.

Goude bezañ brezelet ouzh Stad Islamek Afghanistan o doa aloubet ar gêr-benn Kaboul e 1996 ha staliet Emirelezh Islamek Afghanistan en tri c'hard eus ar vro betek 2001, ar mollah Mohammad Omar en he fenn. Lakaet o doa e-pleustr ar charia, al lezenn islamek, en un doare strizh, ha lakaet Kandahar da gêr-benn. Met e 2001 o doa emellet ar Stadoù-Unanet hag an AFNAR er vro hag an Dalibaned o doa graet brezel a-enep dezho, betek an 29 a viz C'hwevrer 2020 pa voe sinet un emglev etrezo e Doha. Bremañ eo bet adc'hounezet ar vro a-bezh ganto, ar gêr-benn Kaboul ivez abaoe ar 15 a viz Eost 2021.

Kondaonet eo bet an Dalibaned dre ar bed abalamour d'o zorfedoù a-enep gwirioù mab-den. War roll ofisiel an aozadurioù spontour emaint e Rusia, Kanada, Kazakhstan hag an Emirelezhioù Arab Unanet.