Talisker zo ur wiski graet en Eilean Sgitheanach (Enez Skye e saozneg).

Strilherezh Talisker, e Carbost

Doare ar wiski kemmañ

Un Island Single Malt eo, da lavarout eo ur Single Malt Scotch, graet en enez, e kêriadenn Carbost, en Talisker Distillery, a zo strilherezh nemeti an enez. Graet eo gant ar gompagnunezh United Distillers ha gwerzhet gant Diageo, evel unan eus o dastumad Classic Malts of Scotland.

Brudet eo Talisker abalamour d'ar blaz holen, met dreist-holl taouarc'h, a zo warnañ, goude ma n'eo ket ken taouarc'hek ha re all.

Ar strilherezh kemmañ

Krouet eo bet e 1830 gant ar vreudeur MacAskill.

Graet e vez wiski single malt :

  • Talisker 10 vloaz
  • Talisker 12 vloaz, evit tud ar Friends of the Classic Malts
  • Talisker 18 vloaz
  • Talisker 20 vloaz, 9 000 boutailhad hepken
  • Talisker 25 vloaz, 21 000 boutailhad hepken
  • Talisker 30 vloaz, 2 958 boutailhad
  • Talisker 175vet bloavezh
  • Talisker Distillers edition, war-lerc'h barrikennadoù Amoroso.

Ar single malt a servij ivez d'ober blend, wiski mesket: Johnnie Walker, White Horse, ha Drambuie, hini dous.

Ar malt (heiz eginet) implijet a zo blaz an taouarc'h warnañ. Ouzhpenn-se, a-hervez, e red an dour implijet war douaroù taouarc'hek. Alese e teufe ar blaz.


Lennegezh kemmañ

Talisker a oa unan eus ar wiskioù a gare ar skrivagner Robert Louis Stevenson. « Roue an evajoù »[1] e oa.

The king o' drinks, as I conceive it,
Talisker, Isla, or Glenlivet!

Notennoù kemmañ

  1. Meneget gantañ en e varzhoneg « The Scotsman's Return From Abroad » (Underwoods, 1887): http://www.poetryloverspage.com/poets/stevenson/scotsmans_return_from_abroad.html

Liamm diavaez kemmañ