Talvoud-gwerzh (timbr)

Talvoud-gwerzh an timbroù eo an hini merket warno, e moneiz ar vro pe hini an tiriad ma vezont implijet. Talvoudus eo evit frankizañ al lizheroù hervez reoliadur ar prizioù a dalvez d'ar mare.

Timbr gall 1918
Timbr gall 1938

Priz-prenañ an timbroù[1] eo dre vras, met a-wechoù e vez lakaet un dreisttaos ouzhpenn war ar priz gwerzhañ evit mad ur gevredigezh a sikour an dud evel ar Groaz Ruz.

Timbr Alamagn 1923

Sammad an taos a c'hell bezañ dreistmoullet war ur patrom timbroù, pa vez anv da skoazellañ an dud tapet gant ur gwallzarvoud trumm (dour-beuz, gwallzarvoud bras…) evel hini Frejus (Bro-C’hall) e 1959 (Marianne à la nef).

E-pad ar mareadoù ma vez uhel ar c'hresk war ar prizioù e ranker adpriziañ talvoud-gwerzh an timbr : dreistkarget e vez an timbr gant un talvoud-gwerzh nevez, evel en Alamagn er bloavezhioù 1920.

A-wechoù he deus ranket melestradurezh ar Postoù dreistmoullañ lod timbroù pa vanke timbroù un talvoud-gwerzh bennak all (rummad Semeuse e 1941).

Semeuse 1941

Abaoe un toullad bloavezhioù ne vez mui merket an talvoud-gwerzh, met ul lizherenn eeun A, B pe C. Dre liv an timbr e ouezer e briz.

Ret eo diforc'hañ talvoud-gwerzh un timbr diouzh e dalvoudegezh-dastum, ar pezh a sell dreist-holl ouzh e ralded hag ouzh dibab an dastumerien.

Notennoù

kemmañ
  1. * (en) Denomination, Face value ; (es) Valor facial ; (fr) Valeur faciale.