Tarhu
Tarhu (hittiteg), Tahrunta/Tarhun (louviteg) a oa doue an arnev e pobloù indezeuropat Anatolia da vare Oadvezh an arem hag Oadvezh an houarn, Hittited, Louvited ha Palaited. Damheñvel eo an doueed-se d'an doue bras hurritat, Teshub, en deus kalz perzhioù heñvel ouzh o re. Diskouezet e vez alies e stumm un tarv, un arouez strujusted.
Er vitologiezh hittitat e oa dimezet gant doueez an heol Arinna hag er vitologiezh hurritat gant an doueez-vamm Hebat. Un azeulerezh kozh-kenañ a c'hallfe dont eus hini an doue tarv hag an doueez-vamm azeulet e Çatalhöyük e-doug an Neolitik. Unan eus e gurioù brasañ er vitologiezh hittitat a oa faezhañ an aerouant Illuyanka.