Tarzan (film, 1999)

Tarzan a zo ur film tresadennoù-bev hir[1] saoznek, sevenet gant an daou filmaozer stadunanat Chris Buck ha Kevin Lima (1962-).
Diazezet eo senario ar film diwar ar romant Tarzan of the Apes gant ar skrivagner stadunanat Edgar Rice Burroughs (1875-1950) a voe embannet e 1912.

Produet gant Walt Disney Feature Animation e voe skignet gant Walt Disney Pictures, evit ar wech kentañ, d'ar 16 a viz Mezheven 1999[2] e Stadoù-Unanet Amerika. Seizhvet film bevaat ha tregont ar Studioioù Disney e oa, war-lerc'h Mulan (e miz Mezheven 1998) hag a-raok Fantasia 2000 (e miz Kerzu 1999).

Liamm diavaez kemmañ

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. Eizh munutenn ha pevar-ugent e bad.
  2. (en) Tarzan war Internet Movie Database.