Tasesa Lavea a zo ur rugbier zelandneveziat ganet e Taihape d'an 10 a viz Gwengolo 1980. Niverenn dek hag a-wechoù kreiz eo war an dachenn gant ASM Clermont Auvergne. Ur c'hoarier bihan a bleustr ur c'hoari korfel eo Lavea.

Daoust m'eo bet stummet evit rugbi XV en deus kroget evel rugbier a-vicher e 2000 evit ur skipailh rugbi XIII en Aostralia, Melbourne Storm. Ar bloaz-mañ eo bet dilennet deraouad gwellañ ar c'hampionad ha dibabet eo bet evit c'hoari Kib ar Bed gant Zeland-Nevez. Lakaet eo bet diaes gantañ e 2003 gant e skipailh nevez -Northern Eagles- gant gloazioù. Neuze en deus distroet da Zeland-Nevez evit c'hoari rugbi XV. A-drugarez d'e zisoc'hoù e-pad kampionad Zeland-Nevez (gant skipailhoù Auckland ha Counties Manukau) eo bet dibabet evit c'hoari Super 12 gant frañchiz Blues ha hini Chiefs da c'houde. E 2009 e teu e Clermont evit bezañ an eil niverenn dek a-dreñv Brock James.

Dre e orinoù samoat eo bet Lavea dibabet div wech evit c'hoari gant skipailh Pacific Islanders (a unan inizi Samoa, Fidji ha Tonga). Evel ma n'en deus ket graet an dibab etre Zeland-Nevez ha Samoa en deus nac'het hag e 2010 n'en doa c'hoariet gwech ebet ur c'hrogad etrebroadel.


Kluboù rugbi XIII kemmañ

  • 2000-2001. Melbourne Storm
  • 2002-2003. Northern Eagles


Kluboù rugbi XV kemmañ

  • 2004-2006. Blues
  • 2007-2008. Chiefs
  • 2009. Blues
  • 2009-2011. ASM Clermont Auvergne

Loreadeg kemmañ

  • NPC - Kampionad Zeland-Nevez 2005
  • NPC - Kampionad Zeland-Nevez 2007