Tchemakoumeg
yezh
Ur yezh varv eo an tchemakoumeg (chimakum) komzet gwechall gant ur bobl orin bet o chom e kornôg Stad Washington.
Dont a ra anv ar yezh diwar ar salacheg: čə́bqəb [ʧə́bqəb] (kent: [ʧə́mqəm])
Tost-tre e oa an tchemakoumeg d'ar c'hileuteg (quileute), deuet da vezañ ur yezh digenvez goude ma oa bet lazhet an holl dud a rae gant an tchemakoumeg gant Chief Seattle er bloavezhioù 1860.
Brudet e oa ar yezh-mañ rak ne oa enni kensonenn staon simpl ebet.