Tegucigalpa eo kêr-benn Honduras, gant 850 000 a annezidi ha 1,5 milion a dud en tolpad-kêrioù (2005). Emañ en un draoñienn, war ribl ar stêr Choluteca. Talvezout a rafe an anv Tegucigalpa kement ha « menez an arc'hant » e nahouatleg, ar yezh kaozeet eno gant an Indianed.

gwel a-zioc'h
Palez prezidant ar Republik

Sukr ha butun a reer e Tegucigalpa, diwar gounezadoù ar maezioù tro-dro. Ur greizenn vras eo ivez evit eztennañ aour hag arc'hant. Diazezet e voe Tegucigalpa er XVIvet kantved ha dont a reas da vezañ kêr-benn Honduras da vat e 1880, diwar-goust Comayagua. Eno emañ Skol-veur Vroadel Honduras, abaoe 1847. Er Mirdi Broadel ez eus un dastumad espar a pezhioù arz rakkolombian. E-kichen Tegucigalpa emañ aerborzh etrebroadel Toncontín.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.