Un teirroeñveg (Τριήρεις / Triếreis e gregach), a oa ul lestr-brezel en Henamzer er Mor Kreizdouar. Ur ouel a oa d'al lestr ha 170 roeñver warnañ, lakaet e teir regennad. Listri skañv e oa an teirroeñvegoù. E penn an aros e oa ur beg arem a glasked sankañ e korf listri an enebourien.

Un teirroeñveg hellazat

Implijet e voent adalek ar VIvet kantved kent JK betek ar IVvet kantved kent JK, ha gant ar Romaned betek ar IVvet kantved, en abeg d’an efedus ma oant.

Kentañ ha brudetañ emgann ma voent implijet eo emgann Salamis e 480 kent JK, etre listri Hellaz ha re Persia, a oa kalz niverusoc’h. Trec’h e voe emgannerien Hellaz.


Patrom un teirroeñveg hellazat, graet e koad

Ar roeñverien

kemmañ
 
Troc’hgwel eus un teirroeñveg hellazat

Teir regennad e oa a bep tu, hag e pep regennad :

  • e nec’h e oa 31 tranit ("thranitai").
  • izeloc’h e oa 27 zigit ("zygioi").
  • izeloc’h c’hoazh, e kof al lestr, e oa 27 talamit ("thalamioi")