Theofano, anvet ivez Teofano, Teofanu pe Teofania (e gregach Θεοφανώ Theophanô, Doue war wel) a oa ur briñsez eus Bizantion (war-dro 955 - † 991) a zimezas da Otto II hag a voe Impalaerez santel. 11 vloaz-pad e renas gant he fried Otto II, ha 7 vloaz hec'h-unan da c'hortoz ken e vije he mab Otto III en oad da ren.

Otto II ha Teofano kurunennet dirak Krist
Teofano

Bec'h he doe gant he mammeg, Adelaid Bourgogn, intañvez Otto Iañ.

Un tamm tabut zo bet da c'houzout piv e oa he zud. Hiziv e seblant sklaer e oa nizez da Yann Iañ Tzimiskès, ha merc'h da g-Konstantin Sklèros. En he c'hontrad eured eo skrivet e oa neptis d'an impalaer, da neuze pe nizez pe merc'h-vihan. Kar e oa da Nikeforos II Fokas, dre he mamm Sofia Fokaina. Krediñ a reer e oa ganet e Kergustentin e 955.

E penn-kentañ 972 e tegouezhas e Kergustentin kannaded Alamagn, ha Gero, arc'heskob Köln, en o fenn, da gerc'hat Teofano. D'ar 14 a viz Ebrel 972 ec'h euredas da Otto II en Iliz Sant-Pêr e Roma dirak ar pab Yann XIII.

Mont a rae Theofano da-heul he fried en e veajoù, hag oberoù diplomatek a rae en hec'h anv, evel impalaerez. Brudet eo he dizemglev hag he zabutoù gant he mamm-gaer, Adelaid Bourgogn. Kement-se a voe kaoz ma voe torret an darempredoù etre an impalaer hag e vamm.

Hervez Odilon de Mercœur, abad Cluny, e oa stad en Adelaid pa varvas ar « C'hresianez-se ». Adalbert Metz a skriv e oa displijus ha teodek Theofano. Brud fall a voe savet dezhi abalamour ma tegasas bravigoù da Alamagn. Hervez an doueoniour Pierre Damien he dije bet un darempred gant Yann Philagathos, ur manac'h hellazat a voe eneppab e-pad ur pennad, anvet Yann XVI.

Pa intañvezas, e nevezamzer ar bloaz 983, e c'houarnas an impalaeriezh betek he marv en anv he mab Otto III. Bec'h he doe gant dug Bavaria, Herri an Tabuter, a felle dezhañ bezañ gouarner Otto III, hag a voe fiziet ar bugel ennañ ur predig. Pa zistroas eus Italia en 984 e teuas a-benn da adkemer he mab hag ar gouarnamant.

He bugale kemmañ

Pemp bugel he doe:

  • Adelaid, abadez Quedlinbourg, ganet e miz Du pe Kerzu 977,
  • Sofia, abadez Gandersheim hag Essen, ganet en 978
  • Mathild Saks, pried diwezhañ Ezzo, kont palatin Loren, ganet en 978
  • Otto III, impalaer santel, ganet e miz Mezheven pe Gouhere 980
  • ur c'hoar gevell da Otto, hag a varvas a-raok an 8 a viz Here 980, deiz oferenn an obidoù.

He marv kemmañ

 
Arched Theofano e Köln

Mervel a eure d'ar 15 a viz Mezheven 991 e Nijmegen, en Izelvroioù a vremañ.