Tepot Iañ Navarra
Tepot IV Champagn, pe Tepot Iañ Navarra, pe Teobaldo e spagnoleg, lesanvet ar C'hanaouenner pe el Trobador, ganet e 1201 e Troyes, marvet e 1253 e Pamplona , a oa kont Champagn adal 1201 ha roue Navarra adal 1234. Brudet eo ivez evel trouvère (e galleg; trobador e spagnoleg) ha kroazour. Ar c'hentañ gall da vont da roue Navarra e oa ivez.
E vuhez
kemmañMab e oa da Tepot III, kont Champagn, ha da Blanca Navarra (1177-1229). E dad a varvas er bloavezh ma voe ganet Tepot e 1201. E vamm a voe anvet da rejantez, hag a chomas e penn ar gontelezh betek 1222, betek 21 bloaz Tepot, ha bec'h he doe gant kendirvi an tiegezh Brienne a c'houlenne ar gurunenn evito, ma rankas brezeliñ outo eus 1216 da 1221. Filhor e oa d'ar roue gall Fulup II an Aogust (1165-1223), ha savet e voe en e lez, dindan evezh Blanca Kastilha, pried yaouank ar priñs pennhêr Loeiz, a zeuas da vout ar roue Loeiz VIII.
Brezeliñ a rankas ouzh ur c'henderv a felle dezhañ bout kont en e lec'h,
War-dro 1220 e timezas da Gertrude de Dabo (1204 † v. 1225), merc'h da Albert II de Dabo-Moha, kont Dabo, Moha ha Metz, hag intañvez Thiébaud Iañ, dug Loren, en sell da lakaat e zorn war gontelezh Metz. Kazeg a reas, ha kas Gertrude kuit. En 1223, ec'h addimezas da Agnès de Beaujeu, keniterv d'ar priñs loeiz, a renas e Bro-C'hall evel Loeiz IX, hag a varvas en 1231.
Dimezioù ha bugale
kemmañTeir gwech e timezas Tepot Iañ Navarra.
- e 1220 da Gertrudis de Dagsburg. E 1222 e voe torret an dimeziñ. Bugel ebet n'o doa bet.
- e 1222 da Agnès de Beaujeu, merc'h da Guichard IV, aotrou Beaujeu, ha d'e bried Sibila Flandrez. Mervel a reas Agnès en 1231. Ur verc'h, da vihanañ, o doe :
- Blanca de Navarra, pe Blanche de Champagne (1226-1283), infantez Navarra, a zeuas da vout Dugez Breizh dre zimeziñ en 1236 da Yann Iañ (dug Breizh), hag a voe mamm d'an Dug Yann II (dug Breizh).
- addimeziñ a reas Tepot da Marc'harid Bourbon (1211-1256), anavezet ivez evel Marc'harid Navarra. C'hwec'h bugel o doe :
- Leonor (1233-¿?), marvet yaouank
- Pedro (¿?-1265)
- Margarita de Navarra, dugez Loren, dimezet en 1255 d'an dug Frederig III Loren (1238-1303)
- Tepot II Navarra (1238-1270), dimezet en 1255 da Izabel Bro-C'hall (rouanez Navarra)
- Beatriz Navarra (1242-1295), dimezet en 1258 da Hugo IV, dug Bourgogn (1212-1272)
- Enrique Iañ Navarra, dimezet da Blanca Artez en 1269
Ur serc'h en doa, Marquesa López de Rada, merc'h da Lope Díaz de Rada ha da Brunisen de Narbona, hag ur verc'h o doe, Marquesa Gil de Rada, a zimezas da Pedro Fernández de Hijar, bastard da Jaime Iañ Aragon.
Tad e oa ivez da Inés de Navarra, a zimezas da Álvar Pérez de Azagra, aotrou Albarracín. En Meurzh 1238, Pedro Fernández de Azagra, aotrou Albarracín, hag ar roue Teobaldo a reas emglev : dimezet e voe Álvaro, mab d'an aotrou, da Inés, merc'h d'ar roue, ma roas Pedro kêrioù Chelva hag Albarracín d'e vab. Lidet e voe an emglev en Tudela ha meneget eo er c'h- Cartulario real, tomo III, eus an Archivo General de Navarra. Beziet int o-daou er Monasterio de Piedra. Ur verc'h dezho, Teresa Álvarez de Azagra, heredera del señorío de Albarracín, Sánchez de Mora a zimezas da Juan Núñez Iañ de Lara, hag unan all, Elfa Álvarez de Azagra, da Jaime Iañ de Jérica.
Levrlennadur
kemmañ- José Crutxaga Purroy. Teobaldo I. (Parte de Obra Completa). Editorial Mintzoa, S.L. Pamplona, 1986.
- Higinio Anglés Pamies y Aurelio Sagaseta Aríztegui (ed. lit.) Las canciones del Rey Teobaldo. Diputación Foral de Navarra. Pamplona, 1973.
- Eulogio Zudaire Huarte. Teobaldo I, Rey Trovador Fondo de Publicaciones del Gobierno de Navarra. Pamplona, 1973.
- Javier Gayarre. profesor de lengua castellana y literatura. Diputacion foral de Navarra. Pamplona 2009