Terneuzen
Terneuzen (distagañ [1]) a zo ur gêr hag ur gumun e proviñs Zeeland en Izelvroioù. 317,78 km² eo gorread kumun Terneuzen (douar : 251,40 km², dour : 66,38 km² ). D'an 31 a viz Mae 2009 e oa 55 142 annezad enni : kêr bobletañ Zeeland eo. Ar c'hêrioù ha kêriadennoù da-heul a ya d'ober kumun Terneuzen : Terneuzen, Axel, Sas van Gent, Zaamslag, Hoek, Koewacht, Sluiskil, Philippine, Westdorpe, Biervliet, Zuiddorpe, Zandstraat, Spui hag Overslag.
Kêr Terneuzen
kemmañE tu su aber Westerschelde emañ Terneuzen. Mont a reer da dTerneuzen dre riboul Westerschelde, bet digoret e miz Meurzh 2003.
Meneget e voe Terneuzen evit ar wech kentañ e 1325. War an hentoù-mor a gas da Gent e oa. Un hent-mor a-bouez eo c'hoazh Kanol Gent-Terneuzen hiziv an deiz. [2] Trede porzh an Izelvroioù (goude hini Rotterdam ha hini Amsterdam) eo porzh Terneuzen. Gwirioù-kêr a vore roet da dTerneuzen e 1584. Betek 1877 e veze anvet Neuzen alies. Hervez ar vojenn e vefe Terneuzen kêr c'henidik Van der Decken, bet kabiten ar vag anvet an Hollandad-nij.
Kuzul-kêr
kemmañE kuzul-kêr kumun Terneuzen ez eus 31 dileuriad :
- PvdA : 10 dileuriad
- CDA : 7 dileuriad
- TOP/Gemeentebelangen : 5 dileuriad
- VVD : 3 dileuriad
- SGP : 2 zileuriad
- ChristenUnie : 2 zileuriad
- GroenLinks : 1 dileuriad
- Lijst Cees Freeke : 1 dileuriad
Liammoù diavaez
kemmañPorched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù. |